Sul 31 a viz Gouere 2022 – Misal nevez : 18vet Sul per annum /
Usus Antiquior : Dominica Octava post Pentecosten – Eizhvet Sul goude ar Sul Wenn
Dimanche 31 Juillet 2022 – nouveau missel : 18e Dimanche per annum / Ancien rite : 8ème Dimanche après la Pentecôte
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez:
Aviel sant Lukaz
12,13-21
En amzer-se, unan bennak a-douez ar bobl a lavaras da Jezuz: «Mestr, lavar d’am breur rannañ an hêrezh ganin.» Eñ avat a respontas:«Piv en deus va lakaet da varner pe da ranner kenetrezoc’h?»
Neuze e lavaras dezho: «Taolit evezh, ha diwallit diouzh pep gwallc’hoantegezh. Rak goude ma ve stank madoù an den, n’emañ ket e vuhez diouzh e beadra.» Hag e lavaras dezho ur barabolenn:
«Un den pinvidik a oa hag en devoa e zouar taolet kalz a frouezh dezhañ. Hag e soñje ennañ e-unan: Petra a rin, pa n’em eus ket pelec’h da serriñ va eost? Ma lavaras: Kement-mañ a rin: Diskar va solieroù ha sevel reoù vrasoc’h; eno e tastumin va holl ed ha va madoù. Hag e lavarin d’am ene: Va ene, bez’ ec’h eus ur bern madoù sanailhet evit kalz a vloavezhioù. Diskuizh, debr hag ev, ha bez laouen. Hogen Doue a lavaras dezhañ: « Den diskiant, en noz-mañ end-eeun, e vo goulennet da ene diganit. Hag ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo? »
Evel-se emañ an hini a zastum madoù evitañ e-unan e-lec’h pinvidikaat e-keñver Doue.»
daved al load » Introïbo «
+ Usus Antiquior
Digoradur
Salm 47,10-11
Suscépimus, Deus, misericórdiam tuam in médio templi tui: secúndum nomen tuum, Deus, ita et laus tua in fines terræ: iustítia plena est déxtera tua. + 2 / Magnus Dóminus, et laudábilis nimis: in civitate Dei nostri, in monte sancto eius.
Ho trugarez, Aotrou, a eñvoromp en-dro e diabarzh ho neved. Evel hoc’h anv, o Doue, ho meuleudi d’en em astenn betek harzoù an douar / Bras eo an Aotrou ha meulus-kenañ e Kêr hon Doue. Ur gaer a grec’hienn eo e venez santel, levenez an douar a-bezh.
*
Miz Gouere, miz santez Anna !
Messe de la fête solennelle de sainte Anne