Sul 24 a viz Gouere

Sul 24 a viz Gouere 2022 – Misal nevez : 17vet Sul per annum

Usus Antiquior : Dominica Septima post Pentecosten * in Domo Annæ: in solemnitate Sanctæ Annæ

Seizhvet Sul goude ar Sul Wenn – E Lann-Anna oferenn gouel santez Anna

Dimanche 24 Juillet 2022 – nouveau missel: 17 Dimanche per annum / Ancien rite: 7ème Dimanche après la Pentecôte / à Lann-Anna: Messe de la fête solennelle de sainte Anne

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

11, 1-13

Un deiz ma oa en ul lec’h bennak o pediñ, echu gantañ e bedenn, e lavaras dezhañ unan eus e ziskibion: «Mestr, desk dimp pediñ evel m’en deus Yann e-unan desket d’e ziskibion.»

Hag e lavaras dezho: «Pa bedot, lavarit: Tad, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da Rouantelezh; bara hon bevañs, en ro dimp bemdez; Distaol dimp hor pec’hedoù, rak ni hon-unan ivez a zistaol da gement hini a zle dimp; Ha mir n’afemp da-heul an temptadur.»

Hag e lavaras dezho: «Piv ac’hanoc’h mar en deus ur mignon, ha mar deu d’e gaout da hanternoz da lavarout dezhañ:  »Va mignon, prest din tri baraig, rak ur mignon din a zo du-mañ diwar veajiñ, ha n’em eus netra da ginnig dezhañ ». Ha ma respont egile eus an diabarzh:  »Na dorr ket din va fenn; prennet eo an nor bremañ, hag emañ va bugale ganin en hor gwele, n’hellan ket sevel da reiñ dit ». Me lavar deoc’h, ha pa ne savfe ket da reiñ dezhañ dre ma ‘z eo e vignon, e savo evelkent dre forzh bezañ tregaset gantañ, hag e roio dezhañ kement en deus ezhomm.

Ha me a lavar deoc’h: Goulennit hag e vo roet deoc’h; klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc’h. Rak an neb a c’houlenn a resev, an neb a glask a gav, hag an neb a sko, e vo digoret dezhañ.

En ho touez, pehini eo an tad a rofe ur maen d’e vab mar goulennfe bara digantañ? Pe mar goulennfe ur pesk daoust hag e-lec’h pesk eo un naer a rofe dezhañ? Ha mar goulennfe ur vi, daoust hag e rofe dezhañ ur grug? C’hwi eta, evidoc’h da vezañ fall, mar ouzoc’h reiñ traoù mat d’ho pugale, na pegen muioc’h ne roio ket an Tad eus an Neñv ar Spered Santel d’ar re a c’houlenno.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

in solemnitate Sanctæ Annæ

 

Digoradur

 

Salm 46.2

Omnes gentes, pláudite mánibus: iubiláte Deo in voce exsultatiónis.+ 3 / Quóniam Dóminus excélsus, terríbilis: Rex magnus super omnem terram.

C’hwi, pobloù holl, stlakit ho taouarn, meulit Doue gant youc’hadegoù a levenez! Rak spouronus eo an Aotrou, an Uhel-meurbet, ar Roue-meur war an douar a-bezh.

 

 

 

 

 

 

*

 

Miz Gouere, miz santez Anna !

in solemnitate Sanctæ Annæ

 oferenn gouel santez Anna

Messe de la fête solennelle de sainte Anne