Sul 17 a viz Gouere 2022

Sul 17 a viz Gouere 2022 – Misal nevez : 16vet Sul per annum /

Usus Antiquior : Dominica Sexta post Pentecosten C’hwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 17 Juillet 2022 – nouveau missel : 16 Dimanche per annum / Ancien rite : 6ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

10, 38-42

En amzer-se, ec’h antreas Jezuz en ur vourc’h, hag ur vaouez, Marta he anv, e zegemeras en he zi. Ur c’hoar he devoa, anvet Mari, hag homañ o vezañ aet da azezañ ouzh treid an Aotrou, a selaoue e gomzoù.

Marta avat, a oa prederiet gant ar pres-labour. Hag hi o chom a-sav da lavarout: «Mestr, ha ne rez forzh da lez va c’hoar d’ober va-unan-penn war-dro al labour? Lavar dezhi eta donet d’am sikour.»

«Marta ! Marta! a respontas an Aotrou dezhi, nec’het out hag e veskez war-dro kalz a draoù; nebeut a draoù koulskoude a zo ezhomm, unan hepken; Mari he deus dibabet al lodenn wellañ ha ne vo ket lamet diganti.»

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

 

Salm 27,8-9

Dóminus fortitudo plebis suæ, et protéctor salutárium Christi sui est : salvum fac pópulum tuum, Dómine, et benedic hereditáti tuæ, et rege eos usque in sǽculum.+ 1 / Ad te, Dómine, clamábo, Deus meus, ne síleas a me : ne quando táceas a me, et assimilábor descendéntibus in lacum.

An Aotrou eo nerzh e bobl, ur vodenn a silvidigezh evit e Olevad. Salvit ho tud ha bennigit hoc’h hêrezh, ouzh o feuriñ hag o dougen da viken. / Davedoc’h e youc’han, Aotrou, va roc’hell, na chomit ket bouzar ouzhin, gant aon, mar tavit ouzhin, na vefen heñvel ouzh ar re a ziskenn e poull ar bez.

 

 

 

 

*

Miz Gouere, miz santez Anna !