Kinnig Roudouz Breizh
Présentation de Roudouz Breizh

E stern obererezhioù Lann-Anna eo bet savet ar gevredigezh Roudouz Breizh evit kas war-roak oberennoù liesseurt war dachenn ar brezhoneg ha sevenadur Breizh.

Dans le cadre de activités de Lann-Anna, l’association Roudouz Breizh a été fondée pour favoriser des actions diverses en faveur de la langue et de la culture bretonne.

*******

« Pep den a zo un dever evitañ bezañ den hervez ar pezh he deus an natur lodennet dezhañ. Bretoned ‘omp: nac’hañ bezañ bretoned a zo en em lazhañ.

Bezomp tud vev. Ar Brezhoneg neuze hon eus da zeskiñ, da addeskiñ, da wellaat, da glokaat, en abeg dezhañ bezañ hor yezh, bezañ ni. Ha gwir eo kement-se evit pep unan, zoken evit ar re n’o deus biskoazh klevet un tamm brezhoneg; rak mouezh ar c’hantvedoù tremenet, mouezh hor gouenn, eo an hini a c’houlenn advleuniañ, hon natur wirion eo an hini a rank en em zispakañ. »

                                                                                              Maodez Glanndour Kregin Mor (p. 52)

 

« C’est un devoir pour chaque homme d’être homme selon ce que la nature lui a donné en partage. Nous sommes bretons: refuser d’être breton, c’est se suicider.

Soyons des hommes vivants. Nous devons donc apprendre le breton, le réapprendre, le perfectionner, le compléter, et cela parce que c’est notre langue à nous. Et cela est vrai pour tous, même pour ceux qui n’ont jamais entendu un mot de breton; parce que c’est la voix des siècles passés, la voix de notre peuple, qui demande à refleurir, c’est notre vraie nature qui doit s’épanouir. »

                                                                           Traduit de Maodez Glanndour, Kregin Mor (p. 52)