Hor pedennoù e brezhoneg
Nos prières en breton

  

Livadenn eus Paul Abram / Peinture de Paul Abram

 

Sin ar Groaz

        En anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Santel. Amen

Pater

            Hon Tad hag a zo en Neñv,

hoc’h Anv bezet santelaet,

ho Rouantelezh deuet dimp,

ho mennantez bezet graet war an douar evel en Neñv.

Roit dimp hiziv hor bara pemdeziek,

pardonit dimp hor pec’hedoù,

evel ma pardonomp d’ar re o deus manket ouzhimp,

ha n’hol lezit ket da gouezhañ en temptadur,

met hon diwallit diouzh an droug.

Amen.

 

Ave Maria

Me ho salud, Mari, leun a c’hras,

an Aotrou Doue a zo ganeoc’h.

Benniget ez oc’h dreist an holl gwragez,

ha benniget eo ar frouezh eus ho korf, Jezuz.

         Santez Mari, Mamm da Zoue,

pedit evidomp, pec’herion,

bremañ ha da eur hor marv.

Amen.

 

Gloria Patri

                Klod d’an Tad, ha d’ar Mab ha d’ar Spered Santel,

evel ma oa er penn-kentañ ha bremañ ha da viken,

a gantvedoù da gantvedoù.

Amen

 

Livadenn eus William Bouguereau / Peinture de William Bouguereau

 

* * * * * * * * * * * * * * * *

Benedicite

D’ar Sulioù ha d’an deizioù gouel / Dimanches et jours de fête

Va Doue, bennigit ar pred
Ez eomp da gemer evit derc’hel
Da vevañ en ho servij !
En anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Glan
Evel-se bezet graet !

*Mon Dieu, bénissez le repas / Que nous allons prendre pour continuer / De vivre à votre service / Au Nom du Père et du Fils et du Saint Esprit / Ainsi soit-il !

An trugarekadennoù (e dibenn ar pred)
Les Grâces (en fin de repas)

Va Doue, ni ho trugareka
Evit kement hon eus kemeret
Evit derc’hel da vevañ en ho servij.
En Anv an Tad hag ar Mab hag ar Spered Glan.
Evel-se bezet graet !

Mon Dieu, nous vous rendons grâces / Pour tout ce que nous avons pris / Pour continuer  de vivre à votre service / Au Nom du Père et du Fils et du Saint Esprit / Ainsi soit-il !
 

War ar pemdez / Au quotidien

Va Doue, bennigit ar pred
A roit d’ho pugale karet
‘Vit ma c’hellimp ‘hed hor buhez
Ho servijout gant karantez.

Mon Dieu, bénissez le repas / Que vous donnez à vos chers enfants / Afin que nous puissions toute notre vie / Vous servir avec amour.

Va Doue, ra vezot meulet !
‘Vit ar pred hon eus kemeret
Ni a lavar deoc’h trugarez
‘Vit ar vad a rit dimp bemdez.

Mon Dieu, soyez loué ! / Pour le repas que nous avons pris / Nous vous disons merci / Pour le bien que vous nous faites chaque jour.

Stumm all :

(War don Ar parkoù a zo bet hadet)

Er park an had mat zo kresket, O Krouer bennozh deoc’h !
Ha ni ouzh taol da goulz ar pred, en em dro davedoc’h :
Hor bennigit Aotrou Doue, bennigit ar boued-mañ
A roit dimp, ho pugale, bodet en-dro amañ.

Dans le champ la bonne récolte a poussé, / merci à vous o Créateur ! / Et nous à table pour le repas, nous nous tournons vers vous : / bénissez-nous Seigneur, bénissez cette nourriture / que vous donnez à vous enfants ici rassemblés.

Bennozh deoc’h hon Doue ha Tad ken leun a vadelezh
A ro dimp-holl madoù peurbad dreist da re ar pemdez
D’an holl re a c’houzañv naon bras, roit magadurezh,
Grit m’hor bo-ni naon dre ho kras a beoc’h, a garitez. 

Soyez béni, notre Dieu et Père plein de bonté / qui nous donnez les biens éternels en plus de ceux du quotidien. / A tous ceux qui souffrent de la famine, donnez la nourriture, / faites que nous ayons faim, par votre grâce, de paix, de charité.

* * * * * * * * * * * * * * * *

Pedenn evit Breizh

        Aotrou Doue, dre hanterouriezh santez Anna, mamm ar Werc’hez Vari, mamm-gozh Jezuz, ha Patronez ar Vretoned, lakit splannder ho tremm da barañ hiziv war hor bro. Ni ho ped, dre Jezuz-Krist, hon Aotrou. Amen.

Santez Anna hon Itron vat, pedit evidomp.
Sant Erwan, pedit evidomp.
Holl sent Breizh, edit evidomp.
Holl sent hag holl aeled ar Baradoz, pedit evidomp.

  Prière pour la Bretagne

         Seigneur Dieu, par l’intercession de sainte Anne, la mère de la Vierge Marie, la grand-mère de Jésus et la Patronne des Bretons, fais resplendir aujourd’hui l’éclat de ta face sur la Bretagne. Par Jésus-Christ, notre Seigneur. Amen.

Sainte Anne, notre bonne patronne, priez pour nous.
Saint Yves, priez pour nous.

Tous les saints de Bretagne, priez pour nous.
Tous les saints et les anges du Paradis, priez pour nous.

 

 
 
 
 

Pedenn da sant Mikael

Sant Mikael Arc’hael,
hon difennit er stourm,
bezit hor skoazell enep da zrougiezh ha da stignoù an diaoul.
Doue da c’hourc’hemenn dezhañ, ni hoc’h asped.
Ha C’hwi, tiern armead an Neñvoù,
argasit en ifern, gant nerzh Doue, Satan hag an drouksperedoù all,
a vez o kantren dre ar bed evit emgoll an eneoù.
Amen .

Saint Michel Archange, défendez-nous dans le combat ; et soyez notre protecteur contre la méchanceté et les embûches du démon. Que Dieu réprime son audace; telle est notre humble prière. Et vous, Prince de la Milice céleste, par le pouvoir divin qui vous a été confié, précipitez en enfer, Satan et les autres esprits mauvais, qui parcourent le monde pour la perte des âmes. Ainsi soit-il (Pape léon XIII)

Rouanez Veurdezus an Neñvoù,
Itron Veur an aeled,
C’Hwi hag hoc’h eus degemeret adal an deroù,
digant an Aotrou Doue,
ar galloud hag ar gefridi da flastrañ penn Satan,
henn goulenn a reomp uvel ouzhoc’h :
kasit ho lengoù santel evit ma c’hellint
dindan hoc’h urzhioù ha dre ho kalloudegezh,
argas an diaouled,
stourm outo e pep lec’h,
mougañ o herder,
hag o boutañ en islonk.
 « Piv a zo evel Doue ? « 
O Mamm mat ha tener,
hor c’harantez hag hor goubeizh e viot atav !
O Mamm eus an Neñv,
degasit an Aeled Santel evit va difenn
ha dizarbenn pell diouzhin an enebour kriz !
Aeled hag Arc’haeled santel,
Hon difennit, eveshait ouzhimp !

Auguste Reine des Cieux, Souveraine Maîtresse des anges, Vous qui, dès le commencement, avez reçu de Dieu le pouvoir et la mission d’écraser la tête de Satan, nous vous le demandons humblement : envoyez vos légions célestes pour que, sous vos ordres et par votre puissance, elles poursuivent les démons, les combattent partout, répriment leur audace, et les refoulent dans l’abîme.  » Qui est comme Dieu ?  » O bonne et tendre Mère, Vous serez toujours notre amour et notre espérance ! O divine Mère, envoyez les Saints Anges pour me défendre et repousser loin de moi le cruel ennemi ! Saints Anges et Archanges, défendez-nous, gardez-nous !