– – – – Ar Vreuriezh annezel – – – – La Fraternité de vie

Ur gumuniezh

E-kreiz Tiegezh Santez Anna e kaver ar Vreuriezh annezel o vodañ enni breudeur o ren, el lodennañ hag er bedenn, ar vuhez a-gevret o tougen da bleustriñ ar garitez, o heuliañ alioù an Aviel hag hervez he galvidigezh dezhi he unan.

« Pa glaskont « plijout d’an Aotrou » (kv. 1 Ko 7,32), e kement tra, ez eo o buhez breurel, eun ha tiegezhel diouzh spered reolenn sant Eosten, renet gant ar bedenn, al labour hag an abostolerezh, hag e kav d’en em wriziennañ ha d’en em zispakañ en hengoun speredel Breizh hag en hêrezh ar vanac’helezh predenniwerzhonek. » (Arroud eus Dezvadoù ar Vreuriezh Annezel, n° 9)

Labour ha Ragevezh Doue

« O respont d’ur c’halvadenn hiniennel a-berzh an Aotrou e tibaga ar vreudeur a vuhez a-gevret diouzh darvennadoù krenn an Aviel o lodennañ o madoù hag oc’h en em zilezel e Ragevezh Doue evit a sell ouzh o abostolerezh hag o bevidigezh a zeu penn-da-benn eus ar Vreuriezh. »

 « O tec’hout rak an arouaregezh en em ro ar vreudeur d’al labour hervez ar c’hargoù a vo fiziet enno hag e oberiont da ziorren abostolerezhioù liesseurt ar Vreuriezh. MAr bre ret evit  bevidigezh ar Vreuriezh e c’hello lod anezho bezañ kaset da gemer ur gourc’hwel gopret en diavaez. En degouezh-se e klasko ar Vreuriezh dibab labourioù kembezus gant buhez speredel he izili » (Tennet eus Desvadoù ar Vreuriezh, nv. 17-18)

A-hed ar bloaz e Lann-Anna gant ar Vreuriezh Annezel

D’ar Yaou da 8e noz : Eurvezh Santel gant letanioù Anv Santel Jezuz 

D’ar Sadorn da 6e d’abardaez : Gousperoù an Dasorc’h

D’ar Sul da 6e d’abardaez : Gousperoù

Gwelloc’h eo mont e darempred gant ar Vreuriezh evit kadarnaat an amzeriadur.

Une communauté

Au cœur de la Famille Sainte Anne, la Fraternité de vie (Breuriezh-annezel) regroupe des frères menant, dans le partage fraternel et la prière, une vie commune propice à l’exercice de la charité, suivant les conseils évangéliques et selon sa vocation spécifique.

« Cherchant en toutes choses à « plaire au Seigneur » (cf. 1 Co 7,32), leur vie fraternelle, très simple et familiale, dans l’esprit de la règle de saint Augustin, est réglée par la prière, le travail et l’apostolat, et trouve à s’enraciner et à s’épanouir dans la tradition spirituelle bretonne et l’héritage du monachisme britto-irlandais. » (Extrait des Statuts de la Fraternité n° 9)

Travail et Providence

« Les frères, répondant à un appel personnel du Seigneur, choisissent la vie commune dans sa radicalité évangélique, mettant leurs biens en commun et s’en remettant à la Providence pour le développement de leur apostolat et pour leur subsistance qui leur vient entièrement de la Fraternité. »

 « Fuyant l’oisiveté, les frères s’adonnent au travail, selon les charges qui   leurs seront confiées et ils œuvrent au développement des divers apostolats de la Fraternité.
 Si nécessaire pour la subsistance de la Fraternité, certains peuvent être amenés à prendre un emploi salarié à l’extérieur. Dans ce cas, la Fraternité cherche à privilégier des travaux compatibles avec la vie spirituelle de ses membres. » (Extrait des Statuts de la Fraternité, n° 17-18)

Toute l’année à Lann-Anna avec la Fraternité de Vie

 Jeudi 20h : Heure Sainte avec litanies du Saint-Nom de Jésus

 Samedi 18h : Vêpres de la Résurrection

 Dimanche 18h : Vêpres

Il est préférable de joindre la Fraternité avant de venir pour avoir confirmation des horaires.