Sul 7 a viz Eost 2022

Sul 7 a viz Eost 2022 – Misal nevez : 19vet Sul per annum /

Usus Antiquior : Dominica Nona post Pentecosten Navet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 7 Août 2022 – nouveau missel : 19e Dimanche per annum / Ancien rite : 9ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

12,32-48

En amzer-se e lavaras Jezuz d’e ziskibion:

«N’ho pet ket aon, tropell bihan, rak plijet eo bet gant ho Tad reiñ deoc’h ar Rouantelezh.

Gwerzhit ho peadra, ha roit-eñ en aluzon.

Aozit evidoc’h yilc’hier na uzont ket, un teñzor diheskus en Neñvoù lec’h na c’hello ket al laer tostaat outañ ha na vo ket dispennet gant an tartouzed. Rak el lec’h m’emañ ho teñzor, eno ivez e vo ho kalon.

«Ra vo bepred gourizet ho targreiz hag ho lampoù war elum.

Ha bezit heñvel ouzh tud o c’hortoz o mestr da zistreiñ eus an eured, ma tigorint dezhañ kerkent ha ma tegouezho ha ma skoio.

Eürus ar servijerion-se a vo kavet gant o mestr o veilhañ pa zistroio.

E gwirionez, me lavar deoc’h, lakaat a raio e c’houriz en-dro dezhañ hag e ray dezho azezañ ouzh taol,

hag o tremen en o zouez en o servijo.

Ha ma teu d’an eil beilhadenn pe d’an trede, ha m’o c’hav evel-se, eürus ar re-se.

Komprenit kement-mañ: mar ouije mestr an ti da bet eur e tlefe dont al laer, e veilhje, ha ne lezje ket toullañ e di.

C’hwi ivez, bezit prest, rak d’an eur na soñjit ket, e teuio Mab an Den.»

Neuze e lavaras Pêr: «Aotrou, evidomp-ni e lavarez ar barabolenn-se pe evit an holl?» Hag e respontas an Aotroù: «Piv eo ar merour feal ha fur a vo lakaet gant e vestr e penn e servijerion

da reiñ dezho e koulz o muzuliad gwinizh? Eürus ar servijer-se a vo kavet gant e vestr, pa zistroio, oc’h ober evel-se. E gwirionez, me lavar deoc’h, en lakaat a ray e penn e holl vadoù. Met ma lavar ar servijer-se ennañ e-unan: daleañ a ra va mestr da zont! ha mar krog da skeiñ gant ar vevelion hag ar mitizhion, ha da zebriñ ha da evañ ha d’en em vezviñ, e tistroio mestr ar servijer-se d’an deiz n’emañ ket o c’hortoz ha d’an eur na oar ket pehini; en em zisrannañ a raio dioutañ hag e roio dezhañ lod gant an dud difeiz.

Ar servijer hag a anavez youl e vestr ha n’en devo ket aozet an traoù pe n’en devo ket labouret hervez ar youl-se, hennezh en devo ur gwiskad- bazhadoù.

Met an hini n’anavez ket ar youl-se hag en devo graet traoù o tellezout kastiz, a vo bazhataet un nebeudig.

Kement hini a vo roet kalz dezhañ, e vo goulennet kalz digantañ; hag an hini a vo fiziet kalz ennañ, e vo goulennet muioc’h digantañ.»

 

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

Salm 53,6-7

Ecce, Deus adiuvat me, et Dóminus suscéptor est ánimæ meæ : avérte mala inimícis meis, et in veritáte tua dispérde illos, protéctor meus, Dómine.+ 3 / Deus, in nómine tuo salvum me fac: et in virtúte tua libera me.

Met setu ma teu Doue d’am harpañ, an Aotrou eo skoazell nemeti va ene. Ra zistroio an droug war va enebourion: hag en ho kwirionez o stlabezit. / E nerzh hoc’h anv salvit-me, o Doue, hag en ho nerzh barnit-me.

 

 

Sul war-lerc’h : https://tiegezh-santez-anna.bzh/non-classe/an-dekvet-sul-goude-ar-sul-gwenn/

 

*