Sul 31 a viz Gouere 2022

Sul 31 a viz Gouere 2022 – Misal nevez : 18vet Sul per annum /

Usus Antiquior : Dominica Octava post Pentecosten – Eizhvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 31 Juillet 2022 – nouveau missel : 18e Dimanche per annum / Ancien rite : 8ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

12,13-21

En amzer-se, unan bennak a-douez ar bobl a lavaras da Jezuz: «Mestr, lavar d’am breur rannañ an hêrezh ganin.» Eñ avat a respontas:«Piv en deus va lakaet da varner pe da ranner kenetrezoc’h?»

Neuze e lavaras dezho: «Taolit evezh, ha diwallit diouzh pep gwallc’hoantegezh. Rak goude ma ve stank madoù an den, n’emañ ket e vuhez diouzh e beadra.» Hag e lavaras dezho ur barabolenn:

«Un den pinvidik a oa hag en devoa e zouar taolet kalz a frouezh dezhañ. Hag e soñje ennañ e-unan: Petra a rin, pa n’em eus ket pelec’h da serriñ va eost? Ma lavaras: Kement-mañ a rin: Diskar va solieroù ha sevel reoù vrasoc’h; eno e tastumin va holl ed ha va madoù. Hag e lavarin d’am ene: Va ene, bez’ ec’h eus ur bern madoù sanailhet evit kalz a vloavezhioù. Diskuizh, debr hag ev, ha bez laouen. Hogen Doue a lavaras dezhañ: « Den diskiant, en noz-mañ end-eeun, e vo goulennet da ene diganit. Hag ar pezh ac’h eus dastumet, da biv e vo? »

Evel-se emañ an hini a zastum madoù evitañ e-unan e-lec’h pinvidikaat e-keñver Doue.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

 

Salm 47,10-11

Suscépimus, Deus, misericórdiam tuam in médio templi tui: secúndum nomen tuum, Deus, ita et laus tua in fines terræ: iustítia plena est déxtera tua. + 2 / Magnus Dóminus, et laudábilis nimis: in civitate Dei nostri, in monte sancto eius.

Ho trugarez, Aotrou, a eñvoromp en-dro e diabarzh ho neved. Evel hoc’h anv, o Doue, ho meuleudi d’en em astenn betek harzoù an douar / Bras eo an Aotrou ha meulus-kenañ e Kêr hon Doue. Ur gaer a grec’hienn eo e venez santel, levenez an douar a-bezh.

 

 

 

*

Miz Gouere, miz santez Anna !

in solemnitate Sanctæ Annæ

 oferenn gouel santez Anna

Messe de la fête solennelle de sainte Anne