Sul 13 a viz Du 2022 – Dominica Tertia Adventus Trede Sul an Azvent
Dimanche 13 décembre 2022 – 3e Dimanche de l’Avent
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez bloavezh A
Aviel sant Mazhev
11, 2-11
Yann avat en e brizon o vezañ klevet petra oa oberoù ar C’hrist, a gasas hiniennoù eus e ziskibion da c’houlenn digantañ: «Ha te eo an hini a zle dont, pe un all hon eus da c’hortoz?» Jezuz a respontas dezho:
«It da gemenn en-dro da Yann ar pezh a glevit hag a welit: An dud dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev; ar re baour a zo kemennet dezho ar c’heloù mat. Hag eürus an neb na vin ket un droukskoilh evitañ.»
Evel ma oa ar re-mañ o vont war-raok, en em lakaas Jezuz da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann: «Na petra oc’h aet da welout er gouelec’h? Ur raosklenn brallet gant an avel? Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad flour? Ar re avat a zoug dilhad flour a chom e palezioù ar rouaned. Met petra ‘ta oc’h aet d’ober? Da welout ur profed? Ya, me lavar deoc’h, ha muioc’h eget ur profed. Hennez eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn: Setu ma kasan va c’hannad dirazout, evit ma kempenno an hent evidout.
E gwirionez me lavar deoc’h, e-touez bugale ar gwragez, n’eus bet hini o sevel, brasoc’h eget Yann Vadezour. Ha koulskoude ar bihanañ e Rouantelezh an Neñvoù a zo brasoc’h egetañ.
daved al load « Introïbo «
+ Usus antiquor
Dominica Tertia Adventus
Digoradur
Filipidi 4,4-6
Gaudéte in Dómino semper: íterum dico, gaudéte. Modéstia vestra nota sit ómnibus homínibus: Dóminus enim prope est. Nihil sollíciti sitis: sed in omni oratióne petitiónes vestræ innotéscant apud Deum. +Salm 84, 2 Benedixísti, Dómine, terram tuam: avertísti captivitátem Iacob.
En em laouenait hep ehan, en Aotrou; e lavarout a ran adarre, en em laouenait. Ra vezo anat ho kerreizhded d’an holl dud. Tost eo an Aotrou. Na vezit nec’het gant netra. Met dre hoc’h holl pedennoù, lakait ho koulennoù da sevel dirak Doue. S/ Ho krad vat, Aotrou, hoc’h eus diskouezet d’ho pro; graet hoc’h eus da brizonidi Yakob distreiñ.