Eil Sul an Azvent

Sul 4 a viz Du 2022 Dominica Secunda Adventus Eil Sul an Azvent

Dimanche 4 décembre 2022 – 2e Dimanche de l’Avent

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Lukaz 3, 1 – 6

Ar bemzekvet bloavezh eus impalaeriezh Tiberius Kaesar, pa oa Poñs-Pilat gouarnour Youdea, Herodez tetrark Galilea, Filip, e vreur, tetrark Iturea ha Bro-Drakonitiz, ha Lisania tetrark Bro-Abilen, dindan ar veleion-veur Anna ha Kaifaz, ec’h en em roas komz Doue da glevout da Yann, mab Zakaria, en dezerzh.

Mont a reas dre holl vro ar Yordan en ur embann ur vadeziant a binijenn evit distaol ar pec’hedoù, evel ma ‘z eo skrivet e levr komzoù ar profed Izaia: «Ur vouezh o hopal er gouelec’h: Kempennit hent an Aotrou, kompezit e wenodennoù. Pep traonienn a vo leuniet, ha pep menez ha pep krec’hienn a vo izelaet, ar c’hildroioù a vo krennet hag an hentoù roc’hellek a vo kompezet, hag e welo pep krouadur silvidigezh Doue.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Secunda Adventus

 

Digoradur

Izaia 30,30

Pópulus Sion, ecce, Dóminus véniet ad salvándas gentes : et audítam fáciet Dóminus glóriam vocis suæ in lætítia cordis vestri. +Salm 79, 2 Qui regis Israël, inténde : qui dedúcis, velut ovem, Ioseph.

Pobl Sion, setu m’emañ erru an Aotroù Doue da salviñ an broadoù. Lakaat a raio e vouezh veurdezus da vezañ klevet hag e trido ho kalonoù gant al levenez. S/ Mesaer Israel, selaouit, c’hwi hag a ren bugale Yozef evel un tropell-deñved