Pevare Sul an Azvent

Sul 18 a viz Du 2022 Dominica Quarta Adventus Pevare Sul an Azvent

Dimanche 18 décembre 2022 – 4e Dimanche de l’Avent

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Mazhev

1, 18-24

Hogen, ginivelezh Jezuz Krist a c’hoarvezas evel-henn.

Mari, e vamm, o vezañ grataet da Jozef e dimezi, en em gavas dougerez dre c’halloud ar Spered Santel, a-raok dezho mont da vevañ a-gevret.

Jozef, he fried, dre ma oa un den reizh anezhañ, ha ne felle ket dezhañ he gwallvrudañ, a reas e vennozh d’en em zispartiañ dre guzh diouti.

Divizet en devoa kement-se pa ‘n em ziskouezas dezhañ dre e gousk, un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ: «Jozef, mab David, n’az pez ket aon da gemer ganit Mari da bried; rak ar pezh a zo krouet enni a zo eus ar Spered Santel. Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a salvo e bobl eus he fec’hedoù.»

Ha kement-se a c’hoarvezas evit ma teufe da wir ar pezh en devoa lavaret an Aotrou dre gomz e brofed: «Setu ma vo ar Werc’hez o tougen ha ma c’hano ur mab a vo anvet Emmanuel», da lavarout eo Doue ganimp.

Jozef, ur wezh dihunet eus e gousk, a reas hervez m’en devoa gourc’hemennet Ael an Aotrou: Kemer a reas e bried en e di.

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus antiquor

 

Quarta Tertia Adventus

 

Digoradur

 

 

Izaia 45, 8.

Roráte, cæli, désuper, et nubes pluant iustum : aperiátur terra, et gérminet Salvatórem. +Salm 18, 2 Cæli enárrant glóriam Dei : et ópera mánuum eius annúntiat firmaméntum.

O neñvoù, skuilhit dimp ho klizh eus an nec’h, hag ar c’hoabr da c’hlavio dimp ar reizhder! Ra ‘n em zigoro an douar, ra ziwano ar Salver. S/ An neñvoù a zanevell klod Doue, hag an oabl a embann oberenn e zaouarn.