Sul 3 a viz Here 2021

Sul 3 a viz Here 2021

Misal nevez : 27 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz (B)

Usus Antiquior : ar Naontekvet Sul goude ar Sul-Gwenn

Dimanche 3 Octobre 2021 

Nouveau Missel : 27e Dimanche du temps ordinaire.

Usus Antiquior: Dominica Decima Nona post Pentecosten

 

Misal nevez: Mark 10, 2-16

En amzer-se e tostaas Farizianed ouzh Jezuz hag e c’houlennjont daoust hag aotre en deus ur gwaz da gas kuit e wreg. Evit en aprouiñ e oa. Eñ avat a respontas dezho:

«Petra, emezañ, en deus Moizez gourc’hemennet deoc’h?»

«Moizez, emezo, en deus aotreet sevel ur skrid torr-dimeziñ ha kas kuit ar wreg.»

Met Jezuz a respontas dezho:

«Abalamour da galeter ho kalon eo e skrivas evidoc’h ar gourc’hemenn-se.

Hogen adal penn kentañ ar grouidigezh, Doue en deus o c’hraet plac’h ha paotr. En abeg da se e tilezo ar gwaz e dad hag e vamm, hag ec’h en em stago ouzh e wreg, hag e vint o-daou ur c’horf hepken. Evel-se ned int mui daou, hogen ur c’horf hepken. Dre-se, ar pezh a zo bet unanet gant Doue, arabat d’an den e freuzañ!»

Pa voent en ti, e reas adarre an diskibien goulennoù outañ diwar-benn kement-se. Ha respont a reas dezho:

«An neb a gas e wreg kuit hag a zimez gant un all a ra avoultriezh

en he c’heñver; ha mar argas ur wreg he fried kuit, ha ma timez gant un all, e ra avoultriezh.»

Kinnig a rae an dud bugaligoù dezhañ evit ma stokje outo. An diskibion avat o argase dichek. Met Jezuz o welout kement-se, a savas droug ennañ hag a lavaras dezho:

«Lezit ar vugaligoù da zont davedon, ha na virit ket outo, rak d’ar re a zo heñvel outo ec’h eo Rouantelezh Doue. E gwirionez me lavar deoc’h, an neb na zegemer ket Rouantelezh Doue evel ur bugel bihan, ned aio ket e-barzh.»

O c’hemerout a reas etre e zivvrec’h hag o bennigañ a reas dre lakaat e zaouarn warno.

 

 

daved al load  » Introïbo « 

* * * Stumm Usus Antiquior * * *

 

 

 

ominica Decima Octava post Pentecosten

*

 

 

 

Introït / Digoradur

Salus pópuli ego sum, dicit Dóminus : de quacúmque tribulatióne clamáverint ad me, exáudiam eos : et ero illórum Dóminus in perpétuum.

Salm 77, 1.

Attendite, pópule meus, legem meam : inclináte aurem vestram in verba oris mei.

Me eo silvidigezh ar bobl, eme an Atroù ; n’eus forzh eus peseurt anken e c’harmint warzu ennon, me o selaouo ; me a zo Doue da viken.

S/ Selaou, o va Fobl, va c’helennadurezh ;

digor da skouarn da gomzoù va genou.

gant menec'h ar Groaz Santel, kêr Chikagwoù

 

 

Lecteur aud