Sul 28 a viz Eost 2022

Sul 28 a viz Eost 2022 – Misal nevez : 21añ Sul per annum /

Usus Antiquior : Dominica Duodecima post Pentecosten

Daouzekvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 28 Août 2022 – nouveau missel : 21e Dimanche per annum / Ancien rite : 12ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

13, 22-30

En amzer-se e tremene Jezuz dre gêrioù ha bourc’hioù en ur gelenn, oc’h ober hent war-zu Jeruzalem.

Unan bennak a lavaras dezhañ: «Aotrou, daoust hag un nebeud tud a vo salvet?» Eñ avat a lavaras dezho: «Poagnit da vonet e-barzh dre an nor strizh, rak kalz, a lavaran deoc’h, a glasko monet e-barzh, ha n’hellint ket.

«Pa vo bet savet ar penn-tiegezh evit prennañ an nor, e stagot, c’hwi chomet er-maez da skeiñ en ur lavarout:  »Aotrou, digor dimp! » Hag e responto deoc’h:  » C’hwi, n’ouzon ket a belec’h ez oc’h! » Neuze en em lakot da lavarout:  »Debret hag evet hon eus dindan da selloù ha war hor plasennoù ec’h eus kelennet!  » hag e responto deoc’h:  »N’ouzon ket a belec’h ez oc’h. Pellait diouzhin, c’hwi holl oberourion an droug! »

Eno e vo gouelvan ha skrignadeg dent, pa welot Abraham, Izaak ha Yakob, hag an holl brofeded, e Rouantelezh Doue, ha c’hwi taolet er-maez. Hag e teuio tud eus ar C’huzh-heol, hag ar Sav-heol,

eus an Hanternoz hag eus ar C’hreisteiz, hag i en em lakaio ouzh taol, e Rouantelezh Doue.

Ya, bez’ ez eus re ziwezhañ hag a vo e-touez ar re gentañ, ha bez’ ez eus re gentañ hag a vo e-touez ar re ziwezhañ.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

Salm 67, 6-7 & 36.

Deus, in adiutórium meum inténde: Dómine, ad adiuvándum me festína: confundántur et revereántur inimíci mei, qui quærunt ánimam meam.+4 Avertántur retrórsum et erubéscant: qui cógitant mihi mala.

O Doue, aketit d’am gwarediñ; o Aotrou, hastit d’am skoazellañ. Ra vo mezhekaet ha trenobiet ar re a glask war-lerc’h va ene. / Ra dec’ho kuit raktal, goloet a vezh, ar re a lavar ouzhin: «Gwell a se!»



 

*