Sul 5 a viz Gwengolo 2022

Sul 5 a viz Gwengolo 2022 – Misal nevez : 23vet Sul per annum /

Usus Antiquior : Dominica Decima tertia post Pentecosten

Trizekvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 5 Septembre 2022 – nouveau missel : 23e Dimanche per annum / Usus Antiquior : 13ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

14, 1. 7-14

Un deiz ma oa antreet Jezuz e ti unan eus pennoù ar Farizianed da zebriñ e bred, un deiz sabad, edo ar re-mañ o sellout pizh outañ. D’an dud pedet e lavaras ur barabolenn, rak taolet en devoa evezh penaos e kemerent al lec’hioù kentañ ouzh taol : «Pa vezez pedet gant unan bennak d’un eured, n’a ket d’en em lakaat er plas kentañ, gant aon na vefe bet kouviet ivez unan azaouoc’h egedout, ha na zeufe an hini en deus ho pedet ho-taou da lavarout dit:  »Ro da blas da hemañ! » ha neuze e rankfes gant mezh en em lakaat er plas diwezhañ. « Hogen pa vezez pedet, kae d’en em lakaat er plas diwezhañ; evel-se, p’en em gavo an hini en deus da bedet, e lavaro dit:  »Va mignon, kae uheloc’h!‘’ ha neuze e vo un enor evidout dirak an holl gouvidi. Rak an neb en em sav a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.»

Lavarout a reas ivez d’an hini en devoa e gouviet: «Bep gwezh ma ri merenn pe goan, na bed ket da vignoned, na da vreudeur, na da gerent pe da amezeien binvidik, gant aon n’az pedfent d’o zro ha na vefes talet evel-se. Hogen pa ri ur fest bennak, ped kentoc’h peorion, tud vac’hagnet, tud kamm, tud dall. Hag eürus e vi peogwir n’o devo ket peadra da zaskoriñ dit; rak neuze e vo daskoret dit en adsavidigezh an dud reizh.»

 

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

Salm 73, 20 & 19 & 23

Réspice, Dómine, staméntum tuum, et ánimas páuperum tuórum ne derelínquas in finem : exsúrge, Dómine, et iúdica causam tuam, et ne obliviscáris voces quæréntium te.+ 1 / Ut quid, Deus, reppulísti in finem : irátus est furor tuus super oves páscuæ tuæ ?

Taolit pled ouzh hoc’h emglev, buhez ho peorion n’ankouait ket da viken. Savit, Aotrou Doue, ha difennit ho preud; n’ankouait ket pedenn ar re ho klask. / Perak, o Doue, hon disteurel da virviken, perak e tarzh ho kounnar enep deñved ho peurvan?

Lecteur audio

00:
00:00
 

 



*