Misal nevez : 25 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz
Usus Antiquior : ar Seitekvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 19 Septembre 2021
Nouveau Missel : 25e Dimanche du temps ordinaire.
Usus Antiquior: Dominica Decima septima post Pentecosten
Misal nevez: Mark 9, 30 -37
En amzer-se, o vezañ loc’het ac’hano, e tremenas Jezuz hag e ziskibion a-dreuz Galilea ha ne felle ket da Jezuz e vije gouezet. Rak kelenn a rae e ziskibion hag e lavare dezho:
«Mab an Den a zo da vezañ drouklazhet etre daouarn an dud, hag en lazhañ a raint, ha tri devezh goude bezañ bet lazhet, ec’h adsavo a-douez ar re varv.»
Int avat ne gomprenent netra er c’homzoù-se ha ne gredent ket ober outañ goulennoù.
Erruout a rejont e Kafarnaoum hag ur wezh aet en ti, e c’houlennas outo: «Diwar-benn petra e oac’h o tabutal e-pad an hent?» Int avat a dave, rak kenetrezo e-pad an hent e oa savet tabut da c’houzout piv e oa ar brasañ. Hag o vont en e goazez, e c’halvas an Daouzek hag e lavaras dezho:
«Mar fell da unan bennak ac’hanoc’h bezañ ar c’hentañ, e vezo an diwezhañ-holl ha servijer an holl.»
Hag o kemer ur bugelig, en lakaas en o c’hreiz hag ouzh e vriata e lavaras: «An neb a zegemer em anv ur bugelig evel hemañ am degemer-me; hag an neb am degemer, n’eo ket me a zegemer, hogen an hini en deus va c’haset.»
daved al load » Introïbo «
Stumm Usus Antiquior
ominica Decima Septima post Pentecosten
Digoradur
Salm 118, 137 & 124
Iustus es, Dómine, et rectum iudicium tuum : fac cum servo tuo secúndum misericórdiam tuam.
Na reizh oc’h-c’hwi, Aotrou, ha gwirion ho parnedigezhioù ! Grit d’ho servijer hervez ho trugarez.
+ 1 / Beáti immaculáti in via : qui ámbulant in lege Dómini.
Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent,
ar re a gerzh gant lezenn an Aotrou.
Lecteur aud