Misal nevez : 24 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz
Usus Antiquior : ar C’hwezekvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 12 Septembre 2021
Nouveau Missel : 24e Dimanche du temps ordinaire.
Usus Antiquior: Dominica Decima sexta post Pentecosten
Misal nevez: Mark 8, 27-35
En amzer-se ez eas Jezuz gant e ziskibion war-zu bourc’hioù Kaezareia-Filip; ha tra m’edont gant o hent e reas ar goulenn-mañ outo: «Piv, a lavar an dud, ez on-me?»
Hag int da respont dezhañ: «Yann ar Badezour, ha reoù all, Elia, ha reoù all c’hoazh unan eus ar Brofeded.»
Hag e c’houlennas outo: «C’hwi avat, piv a lavarit ez on-me?» Pêr o respont dezhañ a lavaras: «Te eo ar C’hrist !»
Neuze Jezuz a c’hourc’hemennas groñs dezho chom hep komz da zen ebet diwar e benn.
Neuze e krogas da zeskiñ dezho e oa ret da Vab an Den gouzañv kalz a boanioù, bezañ distaolet gant an Henaourion, gant an Arc’hbeleion ha gant ar Skribed, bezañ lakaet d’ar marv hag adsevel da vev a-benn tri devezh da c’houde.
Dizolo-kaer e lavare kement-se. Met Pêr ouzh en kemerout a-gostez, a stagas da grozal dezhañ. Hogen Jezuz o tistreiñ hag o welout e ziskibion, a grozas da Bêr en ur lavarout: «Kerzh a-dreñv! Satan! rak da soñjoù n’int ket soñjoù Doue, met re an dud.»
O vezañ galvet ar bobl d’e gaout gant e ziskibion, e lavaras dezho: «Mar fell da unan bennak donet war va lerc’h, ra ‘n em zinac’ho e-unan, ra sammo e groaz ha ra zeuio d’am heul.
Rak an neb a venno saveteiñ e vuhez, he c’hollo, met an neb a gollo e vuhez en abeg din-me ha d’ar c’heloù mat, he saveteo.»
daved al load » Introïbo «
Stumm Usus Antiquior
ominica Decima Sexta post Pentecosten
Digoradur
Salm 85, 3 & 5
Miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die: quia tu, Dómine, suávis ac mitis es, et copiósus in misericórdia ómnibus invocántibus te.
Ho pet truez ouzhin, Aotrou, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz. Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus, ha leun a drugarez evit kement hini ho kalv.
+ 1 / Inclína, Dómine, aurem tuam mihi, et exáudi me : quóniam inops, et pauper sum ego.
Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din,
rak un den paour ha reuzeudik on-me.
Lecteur aud