Pemvet Sul ar bloaz B
& Sul ar C’hwegontved

Sul 7 a viz C’hwevrer 2021                                          

Stumm ordinal: Pemvet Sul eus an Amzer ar bloaz B      *     Stumm dreist-ordinal: Sul ar C’hwegontved

Dimanche 7 février 2021  

Temps Ordinaire: 5e dimanche année B    *    Forme Extraordinaire: Dimanche de la Sexagésime

 

*

 

vit ar stumm « ordinal » eo ar Sul-mañ Pemvet Sul an amzer boutin (bloaz B); evit ar stumm « dreistordinal » e vez graet anezhañ Sul ar C’hwegontved (Sul ar Peuzlard). En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: « Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollveziadegezh » (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).

Dans la forme « ordinaire », on est au Cinquième Dimanche de l’année B; dans la forme « extraordinaire », pour laquelle le temps de la Nativité n’est pas fini, il s’agit du Dimanche de la Sexagésime. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l’art et universalité » (Cardinal Sarto, futur Pie X).

*

daved al load « Grégorien en paroisse« 

Stumm ordinal – bloavezh B:

eus an Aviel santel hervez sant Mark

 

1, 29-39

 


areañ a reas kalz a dud brevet gant bep seurt kleñvedoù.

O tont er-maez eus ar sinagogenn, ez ejont kerkent da di Simon hag Andrev; Jakez ha Yann a oa ganto. Mamm-gaer Simon a oa en he gwele gant an derzhienn; diouzhtu e komzont da Jezuz diwar he fenn. Hag eñ da dostaat, da gregiñ en he dorn ha d’he lakaat da sevel; aet e oa an derzhienn diouti, hag hi en em lakaas d’o servijañ.
Pa voe deuet an abardaez-noz hag aet an heol da guzh, e voe degaset dezhañ an holl glañvourion hag ar re a oa dalc’het gant drouksperedoù. Ha kêr a-bezh a oa bodet dirak an nor. Yac’haat a reas klañvourion e-leizh taget gant drougoù a bep seurt; hag argas a reas kalz a zrouksperedoù; nemet ne leze ket an drouksperedoù da gomz, rak gouzout a raent piv e oa.
Antronoz vintin, pa oa teñval anezhi c’hoazh, e savas da vont er-maez, ha da bellaat betek ul lec’h distro; hag eno edo o pediñ.
Simon avat hag ar re a oa gantañ, a yeas d’e glask; ha pa er c’havjont e lavarjont dezhañ: «Emañ an holl ouzh da glask.» Eñ a respontas dezho: «Deomp da lec’h all, d’ar bourc’hioù nesañ, ma prezegin enno ivez, rak evit-se ez on aet er-maez.» Ha mont a rae en ur brezeg en o sinagogennoù a-dreuz Galilea a-bezh, hag en ur argas an drouksperedoù.

 

daved al load «  Introïbo « 

tumm dreistordinal

 

 

 

*

ominica in Sexagesima

 

        

Sul ar Peuzlard   *

N’eo ket c’hoazh deuet amzer ar C’horaiz, hogen emañ o tostaat. An Iliz a ehan da ganañ an Alleluia; an dilhad oferenn a zo limestra. Pediñ a ra he bugale da dreiñ kein ouzh ar plijadurioù diskiant a glask lod eus an dud en amzer-mañ. Ar bobl a Israel a voe 70 vloaz en harlu e Babilon hag setu bremañ gant ar Christ-Salver e vez renet an denelezh en he fezh deus annez he harlu betek ar gwir frankiz, betek Pask Jezuz hon Aotroù.

Digoradur

Levr ar Salmoù

43, 24-26

Exsúrge, quare obdórmis, Dómine? exsúrge, et ne repéllas in finem: quare fáciem tuam avértis, oblivísceris tribulatiónem nostram? Adhǽsit in terra venter noster: exsúrge, Dómine, ádiuva nos, et líbera nos.

Savit neuze ! Perak kousket, Aotrou? Dihunit, ha n’hon distaolit ket da holl viken. Perak e kuzhit ouzhimp ho tremm, hag ankouaat a rit ez omp reuziet ha mac’homet? A-stok hor c’horf emaomp astennet er poultr, hor c’hof a chom peg ouzh an douar. Savit, Aotrou, deuit d’hor skoazellañ, ha dieubit-ni en abeg d’ho trugarez.

 

& 2 / Deus, áuribus nostris audívimus : patres nostri annuntiavérunt nobis.

Doue, klevet o deus hon divskouarn,

danevellet o deus dimp hon tadoù.

 

 

Evit kanañ an digoradur (Introït)

 

*