Naontekvet Sul goude ar Sul Wenn (misal V.2: 27vet Sul per annum)

Sul 8 a viz Here 2023Usus Antiquior: Dominica Decima nona post Pentecosten – Naontekvet Sul goude ar Sul Wenn (misal nevez : 27vet Sul per annum)

Dimanche 8 Octobre 2023 – 19e Dimanche après la Pentecôte (27e Dimanche per annum)

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

Mazhev 21, 33-43

En amzer-se a lavare Jezuz d’ar Veleion-Vras ha pennoù-bras ar bobl: «Selaouit ur barabolenn all. Bez e oa un den a oa penn-tiegezh hag a blantas ur winieg, he gelc’hiañ ‘reas gant ur c’harz, kleuziañ enni ur waskell, sevel enni un tour; ha goude bezañ he feurmet da winierion, ez eas kuit d’an estrenvro. Pa zeuas mare ar vendem e kasas e servijerion d’ar winierion evit resev ar frouezh diouti. Ar winierion avat o tapout krog er servijerion a skoaz gant unan, a lazhas un all hag a labezas un trede a daolioù mein. Adarre e kasas servijerion all niverusoc’h eget ar re gentañ; hag e voe graet heñvel dezho. En diwezh, e kasas dezho e Vab, en ur lavarout: Doujañs o devo ouzh va Mab. Met ar winierion pa weljont ar Mab, a lavaras enno o-unan: Hemañ eo ar pennhêr, deomp, lazhomp-eñ, hag e vo dimp an hêrezh. Hag o vezañ kroget ennañ, en taoljont er-maez eus ar winieg hag en lazhjont. Bremañ eta, pa zeuio en-dro mestr ar winieg, petra raio d’ar winierion-se?» Respont a rejont: «Lakaat a raio ar fallakred-se da vervel fallakr, hag e feurmo e winieg da winierion all a roio dezhañ en o c’houlz ar frouezh anezhi.» Lavarout a reas Jezuz outo: «Na biskoazh n’hoc’h eus lennet er Skriturioù: Ar maen bet distaolet gant saverion an ti, hennezh a zo aet d’ober penn-uhel ar c’horn; gant an Aotroù eo bet graet se, tra estlammus d’hon daoulagad! Setu perak e lavaran deoc’h e vezo lamet diganeoc’h Rouantelezh an Neñvoù, hag e vo roet d’ur bobl all a dud a raio dezhi dougen frouezh.

 

*Misal kozh: kv « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

Dominica Decima nona post Pentecosten

 

Digoradur

Salus pópuli ego sum, dicit Dóminus : de quacúmque tribulatióne clamáverint ad me, exáudiam eos: et ero illórum Dóminus in perpétuum. +Salm 77, 1. Attendite, pópule meus, legem meam : inclináte aurem vestram in verba oris mei.

Me eo silvidigezh ar bobl, eme an Aotroù ; n’eus forzh eus peseurt anken e c’harmint warzu ennon, me o selaouo ; me a zo Doue da viken. / Selaou, o va Fobl, va c’helennadurezh; digor da skouarn da gomzoù va genou.

 

 

 

 

*