An Ugentvet Sul goude ar Sul Wenn (misal V.2 : 28vet Sul per annum)

Sul 15 a viz Here 2023Usus Antiquior: Dominica Vigesima post Pentecosten

Ugentvet Sul goude ar Sul Wenn (misal V.2 : 28vet Sul per annum)

Dimanche 15 Octobre 2023 – 20e Dimanche après la Pentecôte (28e Dimanche per annum)

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

Mazhev 22, 1-14
En amzer-se, Jezuz o stagañ en-dro da gomz a yeas adarre dezho dre barabolennoù, en ur lavarout: «Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù ouzh ur roue hag a reas ur banvez-eured evit e vab. Kas a reas servijerien da c’hervel ar re a oa bet pedet d’an eured; met ar re-mañ ne felle ket dezho dont. Kas a reas adarre servijerion all en ur lavarout dezho: Kemennit d’an dud a zo bet pedet: Setu ma ‘m eus aozet va fest, lazhet va ejened hag ar chatal am boa lakaet da lardañ; prest eo pep tra, deuit d’an eured. Met ne rejont van ebet, hag ez ejont hemañ d’e bark, egile d’e genwerzh; re all zoken a dapas krog er vevelion ha goude bezañ o gwallgaset en o lazhjont. Ar roue a yeas kounnar ennañ; kas a reas war-raok e soudarded da lazhañ ar vuntrerien-se ha da lakaat an tan war o c’hêr. Neuze e lavaras d’e servijerion: Prest eo ar banvez-eured, met ar re a oa bet pedet ne oant ket dellezek anezhañ; it eta er c’hroazhentoù, ha galvit d’an eured kement hini a gavot. Hag ar servijerion-se da vont war an hentoù ha da zastum kement hini a gavent, mat ha fall; ha leun e voe ar sal eured gant tud ouzh taol. «Antren a reas ar roue da welout tud ar pred, hag eñ da verzout eno un den n’en devoa ket gwisket an dilhad-eured, ma lavaras dezhañ: Va mignon, penaos out antreet amañ hep kaout dilhad-eured? Eñ avat a chome dilavar. Neuze ar roue a lavaras d’e servijerion:  »Liammit dezhañ e zaouarn hag e dreid, ha stlapit-eñ er-maez en deñvalijenn; eno e vo ar gouelvan hag ar skrignadeg-dent. » Rak kalz a zo galvet, nebeut avat dibabet.»

 

 

*Misal kozh: kv « Introïbo« 

+ Usus antiquor

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2021/10/ugentvetSul.goudeSG.png

Dominica Vigesima post Pentecosten

 

Digoradur

Daniel. 3, 31, 29 & 42

Omnia, quæ fecísti nobis, Dómine, in vero iudício fecísti, quia peccávimus tibi et mandátis tuis non obœdívimus : sed da glóriam nómini tuo, et fac nobíscum secúndum multitúdinem misericórdiæ tuæ.

+ Salm 118,1 Beáti immaculáti in via : qui ámbulant in lege Dómini.

Kement hoc’h eus graet dimp, eo gant setañs reizh hoc’h eus en graet. Ya, pec’het hon eus a-enep deoc’h, ha gourc’hemennoù ho Lezenn n’hon eus ket selaouet. Met grit en hon c’heñver hervez ho madelezh, hag hervez braster ho trugarez. / Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotroù.

 

 

 

 

*