Triwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn (misal nevez : 26vet Sul per annum)

Sul 1 a viz Here 2023Usus Antiquior: Dominica Decima Octava post Pentecosten – Triwec’hvet Sul goude ar Sul Wenn (misal nevez : 26vet Sul per annum)

Dimanche 1er Octobre 2023 – 18e Dimanche après la Pentecôte (26e Dimanche per annum)

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

Mazhev 21, 28-32
En amzer-se e lavaras Jezuz: «Met petra soñjit eus kement-mañ? Un den en devoa daou vab. Mont a reas da gaout an hini kentañ da lavarout dezhañ: Va mab, kae hiziv da labourat em gwinieg! Hag hemañ da respont: Ned in ket! met goude-se, savet keuz ennañ, ez eas. Mont a reas neuze da gaout egile, hag e reas dezhañ an hevelep gourc’hemenn. Hemañ a respontas: Mont a ran, Aotrou! nemet ned eas ket. Pehini anezho o daou en deus graet youl e dad?» – «Ar c’hentañ !» emezo dezhañ. Neuze Jezuz da ziskleriañ dezho: «E gwirionez me lavar deoc’h, ar bublikaned hag ar plac’hed a vuhez fall a antre en ho raok e Rouantelezh Doue. Rak deuet eo Yann d’ho kaout dre un hent a reizhded ha n’hoc’h eus ket kredet ennañ; met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet ennañ; ha C’hwi goude gwelout kement-se, n’hoc’h eus ket bet en diwezh na morc’hed na keuz evit krediñ ennañ.

 

*Misal kozh: kv « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/10/triwechvet.goudeSG.png

Dominica Decima Octava post Pentecosten

 

Digoradur

Eccli. / Sirac’h 36, 18

Da pacem, Dómine, sustinéntibus te, ut prophétæ tui fidéles inveniántur: exáudi preces servi tui et plebis tuæ Israël. +Salm 121, 1. Lætátus sum in his, quæ dicta sunt mihi: in domum Dómini íbimus.

Roit ar peoc’h, Aotroù, d’ar re a laka o fiziañs ennoc’h, evit ma vo gwir lavaroù ar Brofeded: selaouit pedennoù ho servijer hag ho pobl Israel. / Na laouen on bet p’eo bet lavaret din: «Deomp da di an Aotrou!»

 

 

*