In Ephiphania Domini
* Gouel meur ar Rouaned *

 

D’an 6 a viz Genver 2021

 

*

n Ephiphania Domini

*

         *

 

*

Digoradur


kv Malac’hia 3,1; I Danevelloù 29,12;

Salm 71,1

 

 

 

 

etu emañ deuet an Aotroù, ar Mestr; en e zorn emañ ar c’halloud, ar c’hlod, ar sked, an nerzh.

O Doue, roit d’ar Roue ho parnedigezh, hag ho reizhded da vab ar Roue

 

 

eus an Aviel santel hervez sant Vazhev

 

 2, 1-12


euet omp eus ar sav-heol da azeuliñ ar roue.

Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent: «E pelec’h emañ roue ar Yuzevion a zo nevez-c’hanet? Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol,
ha deuet omp da stouiñ dirazañ». O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh. Bodañ a reas an holl veleion vras ha Skribed ar bobl, hag e c’houlennas diganto e pelec’h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet. Ar re-mañ a respontas dezhañ: «E Betlehem Youda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed:

Ha te, Betlehem, douar Youda,
n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda,
rak ac’hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel».


Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c’houlennas diganto pe-da-vare resis e oa
en em ziskouezet dezho ar steredenn. Hag o c’hasas da Vetlehem, en ur lavarout: «It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet, kemennit din en-dro, evit ma ‘z in me ivez da stouiñ dirazañ». Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent.
Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel. O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras. Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ; hag o vezañ digoret o c’hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir. Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c’housk, chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.

*