Ar pevarzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (misal nevez : 22 Sul per annum)

Sul 3 a viz Gwengolo 2023Usus Antiquior: Dominica Decima quarta post Pentecostenar pevarzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (misal nevez: 22l Sul per annum)

Dimanche 3 Septembre 2023 – 14e Dimanche après la Pentecôte (22e Dimanche per annum)

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

16, 21-27

En amzer-se, e krogas Jezuz da ziskouez d’e ziskibion e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a-berzh an Henaourion, an Arc’hbeleion hag ar Skribed, bezañ lakaet d’ar marv, ha d’an trede deiz dihuniñ a varv da vev. Pêr neuze, ouzh e gemerout a-du, en em lakaas da grozal dezhañ: «Doue ra viro, Aotroù, kement-se ne c’hoarvezo ket ganit!» Met eñ da zistreiñ ha da lavarout dezhañ: «Kerzh a-dreñv, Satan! ur maen-skoilh ez out evidon; rak da soñjoù n’int ket soñjoù Doue, met re an dud.» Neuze e lavaras Jezuz d’e ziskibion: «Ma venn unan bennak dont war va lerc’h, ra ‘n em zinac’ho e-unan, ra sammo e groaz ha ra zeuio d’am heul. Rak an neb a venno saveteiñ e vuhez, he c’hollo; met an neb a gollo e vuhez en abeg din-me, he c’havo. Rak petra dalv d’un den gounit ar bed a-bezh mar deu da goll e vuhez? Petra c’hell un den reiñ e trok evit e vuhez? Rak Mab an Den a zo war-nes dont en-dro e klod e Dad gant e Aeled, ha neuze e taskoro da bep unan hervez e oberoù.

 

*Misal kozh « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

Dominica decima quarta post Pentecosten

 

Digoradur

Salm 83, 10 & 11.

Protéctor noster, áspice, Deus, et réspice in fáciem Christi tui: quia mélior est dies una in átriis tuis super mília.+ 2-3 Quam dilécta tabernácula tua, Dómine virtútum! concupíscit, et déficit ánima mea in átria Dómini.

Gwelit, o Doue, hor skoed sellit ouzh dremm hoc’h olevad. Peogwir e talvez un devezh en ho porzhioù muioc’h eget mil. Pegen karet eo hoc’h annezioù, Aotrou ar galloudoù! Betek semplañ e hiraezh va ene da borzhioù an Aotrou! Va c’halon ha va c’horf a drid a levenez etrezek an Doue bev!

 

 

 

*