Ar pemzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn

Sul 10 a viz Gwengolo 2023Usus Antiquior: Dominica Decima quinta post Pentecostenar pemzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (misal nevez : 23de Sul per annum)

Dimanche 10 Septembre 2023 – 15e Dimanche après la Pentecôte (23e Dimanche per annum)

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

18, 15-20
En amzer-se e lavare Jezuz d’e ziskibion: Mar en deus da vreur pec’het ouzhit, kae ha gourdrouz-eñ etrezout-te hag eñ e-unan; mar az selaou az po gounezet da vreur. Mar n’az selaou ket, kemer c’hoazh ganit un den pe zaou evit ma vo renket an afer diwar gomz daou pe dri dest. Mar n’o selaou ket, lavar d’an Iliz, ha mar ne selaou ket an Iliz kennebeut-all, ra vo evidout evel ur pagan pe ur publikan. E gwirionez me lavar deoc’h, kement tra a liammot war an douar a vo liammet en Neñv; ha kement tra a ziliammot war an douar a vo diliammet en Neñv. Adarre e lavaran deoc’h: Mar en em laka daou ac’hanoc’h a-unvan war an douar evit un dra bennak da c’houlenn, e teuio dezho digant va Zad a zo en Neñvoù. Rak e-lec’h ma vez bodet daou pe dri em anv, emaon eno en o zouez.

 

*Misal kozh « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

Dominica decima quarta post Pentecosten

 

Digoradur

Salm 85, 1-2-3

Inclína, Dómine, aurem tuam ad me, et exáudi me: salvum fac servum tuum, Deus meus, sperántem in te: miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die.+ 4 / Lætífica ánimam servi tui: quia ad te, Dómine, ánimam meam levávi.

Stouit ho skouarn, Aotroù, ha respontit din; va Doue, salvit ho servijer en em fiz ennoc’h. Ho pet truez ouzhin, Aotroù, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz / Roit levenez da ene ho servijer, rak davedoc’h Aotroù e savan va ene.

 

 

 

*

Sant Konneg