Sul 17 a viz Gwengolo 2023 – Usus Antiquior: Dominica Decima sexta post Pentecosten – Ar c’hwezekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (misal nevez: 24re Sul per annum)
Dimanche 17 Septembre 2023 – 16e Dimanche après la Pentecôte (24e Dimanche per annum)
*Misal nevez: kanoù gregorian
Mazhev 18, 21-35
En amzer-se e lavaras Pêr o tostaat ouzh Jezuz: «Aotroù, pet gwezh, ma c’hoarvez d’am breur pec’hiñ ouzhin, em bo da bardoniñ dezhañ? Betek seizh gwezh?» Jezuz a respontas dezhañ: «Ne lavaran ket dit betek seizh gwezh, met betek seizh gwezh dek gwezh ha tri-ugent». «Gant-se e c’heller keñveriañ Rouantelezh an Neñvoù ouzh ur Roue a fellas dezhañ renkañ e gontoù gant e servijerion. Evel ma oa krog d’o reizhañ e voe degaset dirazañ un den a zlee dezhañ dek mil talant. Evel n’en devoa ket peadra da zaskoriñ, e roas e vestr urzh d’e werzhañ, eñ hag ivez e wreg, e vugale ha kement en devoa, ma vefe peurbaeet e zle. Hogen ar servijer oc’h en em strinkañ e-harz e dreid a stoue dirazañ en ur lavarout: Gortoz ganin hag e taskorin pep tra! Gounezet gant an druez mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a ziverkas dezhañ e zle. Met o vont er-maez, ar servijer a gavas unan eus e gompagnuned a zlee dezhañ kant diner. Hag o kregiñ en e c’houzoug en gwaske dezhañ en ur lavarout: Tal kement a zleez! Hogen oc’h en em strinkañ e-harz e dreid, e gompagnun en aspede en ur lavarout: Gortoz ganin hag e taskorin dit! Egile avat ne fellas ket dezhañ. Mont a reas kuit hag e lakaas e deurel er prizon betek ma taskorfe ar pezh a zlee. O welout an dra-se e voe glac’haret bras e gompagnuned hag e teujont da zanevellañ d’o mestr kement a oa tremenet. Ar mestr neuze ouzh e c’hervel d’e gaout a lavaras dezhañ: Servijer fallakr! an holl dle-se am boa diverket dit dre m’az poa va aspedet; daoust ha te ivez ne zlees ket kaout truez ouzh da gompagnun evel ma ‘m boa me va-unan bet truez ouzhit? Hag e vestr, kounnar ennañ, en lakaas etre daouarn ar vourevion betek ma talfe kement a oa dleet gantañ. Evel-se ivez e raio deoc’h va Zad a zo en Neñv, mar ne bardon ket pep unan ac’hanoc’h d’e vreur a greiz e galon.»
*Misal kozh « Introïbo«
+ Usus antiquor
Dominica decima quarta post Pentecosten
Digoradur
Salm 85, 3-5
Miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die: quia tu, Dómine, suávis ac mitis es, et copiósus in misericórdia ómnibus invocántibus te.+ 1 / Inclína, Dómine, aurem tuam mihi, et exáudi me: quóniam inops, et pauper sum ego.
Ho pet truez ouzhin, Aotrou, rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz. Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus, ha leun a drugarez evit kement hini ho kalv. / Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din, rak un den paour ha reuzeudik on-me.
*