Sul 27 a viz Eost 2023 – Usus Antiquior: Dominica Decima tertia post Pentecosten – an trizekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (misal nevez 21añ Sul per annum)
Dimanche 27 Août 2023 – 13e Dimanche après la Pentecôte (nv missel 21e Dimanche per annum)
*Misal nevez: kanoù gregorian
Mazhev 15, 21-28
En amzer-se aet kuit ac’hano en em dennas Jezuz e kornad-bro Tir ha Sidon. Ha setu ur Gananeadez deuet eus ar vro-se en em lakaas da grial dezhañ: «Az pez truez ouzhin, Aotrou, mab David! Va merc’h a zo gwallgaset skrijus gant un droukspered.» Met Jezuz ne respontas ger ebet. E ziskibion avat o tostaat outañ e pede dre lavarout: «Ro dezhi he goulenn, rak chom a ra da c’harmiñ war hon lerc’h.» Respont a reas: «N’on bet kaset nemet etrezek deñved kollet tiegezh Israel.» Met ar vaouez, o vezañ deuet dezhañ, a stoue dirazañ en ur lavarout: «Aotrou, va sikour!» Respont a reas: «N’eo ket mat kemer bara ar vugale evit e deurel d’ar chas bihan.» «Gwir eo, Aotrou! Emezi, nemet ar chas bihan o-unan a zebr ar bruzhun a gouezh diwar daol o mistri.» Neuze e lavaras Jezuz dezhi: «O maouez! bras eo da feiz. Ra vo graet dit hervez da vennad.» Ha d’an eur-se end-eeun e voe pareet he merc’h.
*Misal kozh « Introïbo«
+ Usus antiquor
Dominica decima tertia post Pentecosten
Digoradur
Salm 73, 20 & 19 & 23
Réspice, Dómine, staméntum tuum, et ánimas páuperum tuórum ne derelínquas in finem : exsúrge, Dómine, et iúdica causam tuam, et ne obliviscáris voces quæréntium te.+ 1 / Ut quid, Deus, reppulísti in finem : irátus est furor tuus super oves páscuæ tuæ ?
Taolit pled ouzh hoc’h emglev, buhez ho peorion n’ankouait ket da viken. Savit, Aotrou Doue, ha difennit ho preud; n’ankouait ket pedenn ar re ho klask. / Perak, o Doue, hon disteurel da virviken, perak e tarzh ho kounnar enep deñved ho peurvan?
*