An daouzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (misal nevez: 20vet Sul per annum)

Sul 20 a viz Eost 2023Usus Antiquior: Dominica Duodecima post Pentecostenan daouzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (misal nevez : 20vet Sul per annum)

Dimanche 20 Août 2023 – 12e Dimanche après la Pentecôte (nv missel 20e Dimanche per annum)

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

Mazhev 15, 21-28

En amzer-se aet kuit ac’hano en em dennas Jezuz e kornad-bro Tir ha Sidon. Ha setu ur Gananeadez deuet eus ar vro-se en em lakaas da grial dezhañ: «Az pez truez ouzhin, Aotrou, mab David! Va merc’h a zo gwallgaset skrijus gant un droukspered.» Met Jezuz ne respontas ger ebet. E ziskibion avat o tostaat outañ e pede dre lavarout: «Ro dezhi he goulenn, rak chom a ra da c’harmiñ war hon lerc’h.» Respont a reas: «N’on bet kaset nemet etrezek deñved kollet tiegezh Israel.» Met ar vaouez, o vezañ deuet dezhañ, a stoue dirazañ en ur lavarout: «Aotrou, va sikour!» Respont a reas: «N’eo ket mat kemer bara ar vugale evit e deurel d’ar chas bihan.» «Gwir eo, Aotrou! Emezi, nemet ar chas bihan o-unan a zebr ar bruzhun a gouezh diwar daol o mistri.» Neuze e lavaras Jezuz dezhi: «O maouez! bras eo da feiz. Ra vo graet dit hervez da vennad.» Ha d’an eur-se end-eeun e voe pareet he merc’h.

 

 

*Misal kozh « Introïbo« 

 

+ Usus antiquor

Dominica Duodecima post Pentecosten

 

Digoradur

Salm 67, 6-7 & 36.

Deus, in adiutórium meum inténde: Dómine, ad adiuvándum me festína: confundántur et revereántur inimíci mei, qui quærunt ánimam meam.+4 Avertántur retrórsum et erubéscant: qui cógitant mihi mala.

O Doue, aketit d’am gwarediñ; o Aotrou, hastit d’am skoazellañ. Ra vo mezhekaet ha trenobiet ar re a glask war-lerc’h va ene. / Ra dec’ho kuit raktal, goloet a vezh, ar re a lavar ouzhin: «Gwell a se!»

 

 

 

*