Er stumm goude-senedel (« Ordinal »): 25vet Sul an amzer ordinal, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm « dreistordinal »: « An c’hwezekvet Sul goude ar Sul-Gwenn« , a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diwar c’houlenn ar pab sant Pius X. An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet « Sant Pius V », pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet « Vatikan II ». En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: « Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollvezadegiezh » (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).
Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l’une se nomme « Forme ordinaire », d’après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche » 25e Dimanche du temps ordinaire« , dont le passage d’Évangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l’autre forme liturgique, dite « Forme extraordinaire« , qui formule ce Dimanche ainsi: « 16e Dimanche après la Pentecôte« , selon le rite d’avant le Concile Vatican II. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l’art et universalité » (Cardinal Sarto, futur Pie X).
Stumm goude-senedel – bloavezh A:
eus an Aviel santel hervez sant Vazhev
20, 1-16a
n amzer-se a lavaras Jezuz: Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù ouzh ur penn-tiegezh a yeas er-maez kerkent ha tarzh an deiz da c’hoprañ labourerion evit e winieg. Graet marc’had gant al labourerion evit un diner dre zevezh en o c’hasas d’e winieg. O vezañ aet er-maez war-dro nav eur diouzh ar beure e welas reoù all a oa eno war ar blasenn, dilabour. Ha dezho e lavaras: «It C’hwi ivez d’am gwinieg, hag ar pezh a vo reizh a roin deoc’h.» Hag ez ejont. Adarre ez eas er-maez war-dro kreisteiz ha teir eur goude kreisteiz, hag an hevelep tra a reas. Aet er-maez c’hoazh war-dro pemp eur d’abardaez e kavas reoù all a oa eno dilabour hag e lavaras dezho: «Perak e chomit aze a-hed an deiz hep ober netra?» Respont a rejont dezhañ: «O vezañ n’eus bet den oc’h ober marc’had ganimp!» – It, emezañ c’hwi ivez d’am gwinieg. Deuet ar serr-noz e lavaras mestr ar winieg d’e verour: Galv an devezhourion ha ro dezho o fae, o vont eus ar re ziwezhañ d’ar re gentañ. Tud an eur diwezhañ o tont eta a resevas pep a ziner. O tont d’o zro, ar re gentañ a soñje e resevfent muioc’h, met roet e voe dezho ivez pep a ziner. Hogen ouzh e gemer e c’hrozmolent enep an tad-tiegezh, en ur lavarout: «Ar re-mañ, ar re ziwezhañ, n’o deus labouret nemet un eurvezh hag o lakaez eveldomp-ni hon eus douget samm an deiz hag an tommder?»
Eñ avat o respont da unan anezho a lavaras: «Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Hag-eñ n’az poa ket graet marc’had ganin evit un diner? Kemer ar pezh a zo dit ha kae war-raok. Me fell din reiñ d’an hini diwezhañ-mañ kement ha dit-te, daoust ha n’em eus ket gwir d’ober ar pezh a garan eus va feadra? Pe c’hoazh, hag-eñ e rank da lagad bezañ gwarizius o vezañ ma ‘z on mat?» Evel-se ar re ziwezhañ a vezo ar re gentañ.
*
* Dominica Decima sexta post Pentecosten *
*
*
* C’hwezekvet Sul goude ar Sul-Gwenn *
*
*
*
Digoradur
Salm 85, 3 & 5
Miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die : quia tu, Dómine, suávis ac mitis es, et copiósus in misericórdia ómnibus invocántibus te.
Ho pet truez ouzhin, Aotrou,
rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz.
Rak c’hwi, Aotrou, a zo mat ha pardonus,
ha leun a drugarezh evit kement hini ho kalv.
*+*+*+*+*+*+*+*+*