Er stumm goude-senedel (« Ordinal »): 24vet Sul an amzer ordinal, gant an tamm Aviel da heul amañ. Stumm « dreistordinal »: « An pemzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn« , a gavot pezhioù anezhi da heul, pezhioù sonerezh pergen diouzh an doare gregorian bet pleustret adarre en Iliz roman diwar c’houlenn ar pab sant Pius X.
An daou stumm-se a zo anezho hervez lid roman an Iliz katolik a vez lidet gantañ an oferennoù santel e Breizh hag hervez ma vo dibabet gant ar beleg pe ar stumm diouzh ar lid anvet « Sant Pius V », pe an hini bet ijinet e-doug ar sened meur anvet « Vatikan II ». En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: « Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollvezadegiezh » (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).
Voici quelques pièces pouvant nous introduire à la sainte Liturgie catholique de ce Dimanche, selon le rite romain adopté en Bretagne. Cette Liturgie existe actuellement sous deux formes: l’une se nomme « Forme ordinaire », d’après la réforme conciliaire qui intitule ce Dimanche » 24e Dimanche du temps ordinaire« , dont le passage d’Évangile qui suit en langue bretonne. Vous trouverez ensuite quelques pièces pour l’autre forme liturgique, dite « Forme extraordinaire« , qui formule ce Dimanche ainsi: « 15e Dimanche après la Pentecôte« , selon le rite d’avant le Concile Vatican II. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l’art et universalité » (Cardinal Sarto, futur Pie X).
Stumm goude-senedel – bloavezh A:
eus an Aviel santel hervez sant Vazhev
18, 21-35
e lavaran ket dit pardoniñ seizh gwezh, met betek seizh gwezh dek gwezh ha tri-ugent.
En amzer-se Pêr o tostaat ouzh Jezuz a lavaras: «Aotrou, pet gwezh, ma c’hoarvez d’am breur pec’hiñ ouzhin, em bo da bardoniñ dezhañ? Betek seizh gwezh?»
Jezuz a respontas dezhañ: «Ne lavaran ket dit betek seizh gwezh, met betek seizh gwezh dek gwezh ha tri-ugent.» «Gant-se e c’heller keñveriañ Rouantelezh an Neñvoù ouzh ur Roue a fellas dezhañ renkañ e gontoù gant e servijerion. Evel ma oa krog d’o reizhañ e voe degaset dirazañ un den a zlee dezhañ dek mil talant. Evel n’en devoa ket peadra da zaskoriñ, e roas e vestr urzh d’e werzhañ, eñ hag ivez e wreg, e vugale ha kement en devoa, ma vefe peurbaeet e zle. Hogen ar servijer oc’h en em strinkañ e-harz e dreid a stoue dirazañ en ur lavarout: Gortoz ganin hag e taskorin pep tra! Gounezet gant an druez mestr ar servijer-se en lezas da vont hag a ziverkas dezhañ e zle. Met o vont er-maez, ar servijer a gavas unan eus e gompagnuned a zlee dezhañ kant diner. Hag o kregiñ en e c’houzoug en gwaske dezhañ en ur lavarout: Tal kement a zleez! Hogen oc’h en em strinkañ e-harz e dreid, e gompagnun en aspede en ur lavarout: Gortoz ganin hag e taskorin dit! Egile avat ne fellas ket dezhañ. Mont a reas kuit hag e lakaas e deurel er prizon betek ma taskorfe ar pezh a zlee. O welout an dra-se e voe glac’haret bras e gompagnuned hag e teujont da zanevellañ d’o mestr kement a oa tremenet. Ar mestr neuze ouzh e c’hervel d’e gaout a lavaras dezhañ: Servijer fallakr! an holl dle-se am boa diverket dit dre m’az poa va aspedet; daoust ha te ivez ne zlees ket kaout truez ouzh da gompagnun evel ma ‘m boa me va-unan bet truez ouzhit? Hag e vestr, kounnar ennañ, en lakaas etre daouarn ar vourevion betek ma talfe kement a oa dleet gantañ.
Evel-se ivez e raio deoc’h va Zad a zo en Neñv, mar ne bardon ket pep unan ac’hanoc’h d’e vreur a greiz e galon.»
*
* Dominica Decima quinta post Pentecosten *
*
*
* Pemzekvet Sul goude ar Sul-Gwenn *
*
*
*
Digoradur
Salm 85,1 & 2-3.
Inclína, Dómine, aurem tuam ad me, et exáudi me : salvum fac servum tuum, Deus meus, sperántem in te: miserére mihi, Dómine, quóniam ad te clamávi tota die.
Stouit ho skouarn, Aotrou, ha respontit din,
va Doue, salvit ho servijer en em fiz ennoc’h.
Ho pet truez ouzhin, Aotrou,
rak davedoc’h e c’halvan a-hed an deiz.
*+*+*+*+*+*+*+*+*