Gouel meur ar Gevrinenn Santel

*

In festo Sanctissimi Corporis Christi  *

*

Gouel ar Gevrinenn Santel

*

*

*

Kinnigadur * * *

 

Cibávit eos ex ádipe fruménti, allelúia : et de petra, melle saturávit eos, allelúia, allelúia, allelúia. (Salm 80,17)

Maget en deus Israel gant flour ar gwinizh,

hag eus mel ar roc’hell en deus roet e walc’h dezhañ !

 

 

*

Lidwerzh

Sequentia

Lauda Sion Salvatórem

Meul, o Sion, meul da Salver

 

1

Meul o Sion, meul da Salver,
kan da levier, da vêsaer,
gant lidwerzioù ha kanoù.
2
Par ma c’hellez, hep termerezh,
rak dreist eo da bep azaouez,
hep dit bastañ d’E veuliñ.
3
Setu danvez da veuleudi,
ar bara, dreist da bep hini,
bara bev o reiñ buhez.
4
Ar bara nevet hag unel,
roet ouzh taol ar Goan Santel,
da vagañ an daouzek breur.
5
Ra vo gant da ganoù lirzhin
o tont eus da c’henoù mibin
an azaouez a zere.
6
Rak setu ma lidomp hiziv
an deiz ma voe savet didro
ar banvez a ro buhez.
7
Gant banvez ar Roue nevez
eo Pask nevez ar Reizh nevez
a gemer lec’h al lid kozh.
8
Sed nevezded goude kozhded,
ha gwirded goude teñvalded,
al luc’h oc’h argas an noz.
9
Pezh a reas d’ar Goan Santel,
a c’hourc’hemenn d’an Ebestel,
ober en-dro en e goun.
10
Hag hervez e reizhoù nevet,
bara ha gwin a vez profet,
aberzh hor silvidigezh.
11
Bara troet e korf Jezuz,
gwin troet e gwad prizius,
sed bongoal ar gristenien.
12
Pezh na glevez, pezh na welez,
ar feiz vev hepken en diskouez
dreist d’ar pezh a vez meizet.
13
Dindan ar bara hag ar gwin,
anezho arouez ar c’hevrin,
emañ korf ha gwad Jezuz.
14
Boued eo ar c’horf, died ar gwad,
hag e chom ar C’hrist kevan-mat
dindan pep spes disparti.
15.
Hep d’an euvrer nag E droc’hañ,
nag E derriñ, nag E rannañ,
kevan en degemerer.
16
Pep hini en resev kevan,
forzh pet e vent e chom disrann,
na pa ve un den pe vil.
17
Euvret gant tud vat ha tud fall,
evit un tonkad dishañval
ar vuhez pe ar marv.
18
D’an euvrer, marv pe buhez
hag en hevelep kevuniezh,
na disheñvel an disoc’h !
19
Ha ma vez rannet a dammoù,
e pep tamm e chom an Aotrou,
hag anterin e pep darn.
20
Ne vez ket rannet ar solwez
pa vez an arouez didammet,
nep droug evit an arouezed,
e par e stad hag e vent.
21
Sed amañ bara an aeled,
d’ar veajourien ar gwir voued,
bara, d’ar vugale roet,
arabat e reiñ d’ar c’hon.
22
Endeo eo bet rakskeudennet
gant Izaag da vout lazhet,
gant an oan da Bask aberzhet,
ha gant manna an dezerzh.
23
Mêsaer mat, bara magus,
ho pet truez, ouzhimp, Jezuz ;
roit dimp boued ha peoc’h padus
ma perc’hennimp, un deiz, eürus,
hor mad e tir ar re vev.
24
C’hwi hollouiziek, hollc’halloudek,
a bled ganimp-ni tud varvel,
ra vimp gant ho sent kenlodek
e drantiz ar gêr beurbadel,
kenhêred glad an neñvoù.
Amen. Alleluia.

Gousperoù

Ar Pange lingua e brezhoneg

Pobloù kristen, kanit gredus kevrin bras korf an Aotroù, hag hini ar gwad prizius, pardon an holl bec’hedoù, zo bet skuilhet largentezus gant Roue hon eneoù.

 

Eus ar Werc’hez eo bet ganet evidomp, tud er glac’har ; e gomz salvus en deus roet, had mat skoet en douar, hag e vuhez en deus klozet gant un ober/enn dispar.

 

Goude pred al Lezenn gentañ hervez Pask ar Yuzevien, Jezuz en e Goan diwezhañ pa oa dezhañ da dremen, gant ar burzhud ar souezhusañ en em ro d’e ziskibion.

 

Dre e gomz ar Gomz enkorfet a dro ‘n e Gorf ar bara hag ar gwin en e Wad nevet, sed ar marzh dreist da bep tra a vez gant an iliz lidet gant feiz reizh hep troiata.

 

Stouomp eta penndaoulinet dirak ur c’herrin ken kaer hag an arlid adnevesaet da vont bremañ da gemer lec’h an urzh gwezhall kemennet kent kentodenn hor Salver.

 

D’an Tad, d’ar Mab ha d’ar Spered meuleudi hag azaouez, d’an tri Ferson eus an Dreinded hor c’hanoù a levenez, Doue da vezañ kanmeulet a-hed ar beur/badelezh. Amen

*

 

* DonezonoùAppel aux dons

Bennozh Doue deoc’h evit ho profoù, rak nebeut a arc’hant ha kalz ezhommoù ez eus e Lann-Anna. Evit kas ur prof

Notre oeuvre ne reçoit que très peu de dons. Merci à vous de nous permettre d’agrandir nos murs et nos âmes. Pour aller au formulaire