Sul 27 a viz Mezheven 2021
13vet Sul an amzer e-pad ar bloaz / ar Pemvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 27 Juin 2021
13e Dimanche du temps ordinaire / Dominica Quinta post Pentecosten
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal (bloavezh B):
eus an Aviel santel hervez sant Mark 5, 21-43
erc’hig, me a lavar dit, sav.
En amzer-se, evel ma tremene Jezuz en tu all d’ar mor, en em zastumas ur maread tud; war ribl ar mor e oa, pa ‘z erruas unan eus ar renerion-sinagogenn, Jairoz e anv. Hemañ, p’ en gwelas, en em daolas e-harz e dreid, ouzh e aspediñ start hag o lavarout: «Va merc’hig, a zo e par ar marv; astenn da zaouarn warni evit ma vo saveteet ha ma vevo.» Mont a reas gantañ, hag ur bobl vras a dud a gerzhe ouzh e seulioù hag en gwaske a bep tu.
Hogen sed ur vaouez hag a oa klañv gant an diwadañ abaoe daouzek vloaz; kalz he devoa gouzañvet a-berzh mezeged e-leizh, dispignet he devoa he holl beadra, hep na vije bet talvezet dezhi; met kentoc’h e oa aet war washaat. Hi eta o vezañ klevet petra a lavared diwar-benn Jezuz, a zeuas e-kreiz engroez an dud hag a-ziadreñv a stokas ouzh e vantell. Rak lavarout a rae outi he-unan: «Ha pa ne rafen nemet stekiñ ouzh e zilhad e vin saveteet.»
Raktal e tisec’has en he c’hreiz mammenn ar c’holl-gwad hag e santas en he c’horf e oa pareet diouzh he droug. Jezuz avat ken buan all en devoa anavezet ennañ e-unan peseurt nerzh a oa aet dioutañ, o ‘n em dreiñ e-kreiz ar bobl e c’houlennas: «Piv en deus stoket ouzh va dilhad?» E ziskibion da respont dezhañ: «Gwelout a rez, an engroez a zo ouzh da waskañ, hag e c’houlennez: »Piv en deus stoket ouzhin? »» Met Jezuz o terc’hel da dreiñ a glaske gant e selloù an hini he devoa graet kement-se. Neuze ar vaouez leun a spont hag o krenañ, dre ma ouie petra a oa en em gavet ganti, a zeuas hag a gouezhas e-harz e dreid, hag a lavaras dezhañ ar wirionez penn-da-benn. Jezuz a lavaras dezhi : «Va merc’h, da feiz he deus da saveteet; kerzh e peoc’h ha bez pare diouzh da gleñved.»
Edo c’hoazh o komz, pa zeuas tud eus ti ar rener-sinagogenn da lavarout dezhañ: «Marv eo da verc’h! Perak direnkañ pelloc’h ar Mestr?» Met Jezuz o vezañ klevet ar c’homzoù-se a lavaras d’ar rener-sinagogenn: «Bez hep aon, kred hepken!» Ha ne lezas den ebet da vont gantañ, nemet Pêr, Jakez ha Yann, breur Jakez.
Dont a reont eta da di ar mestr-sinagogenn; hag e sell Jezuz ouzh an trouz bras, an dud o leñvañ hag o leuskel youc’hadennoù e-leizh. Antren a ra hag e lavar dezho: «Perak ober trouz ha leñvañ? Ar bugel n’eo ket marv, met o kousket emañ.» Int a rae goap outañ. Eñ avat o vezañ lakaet an holl er-maez a gemer gantañ tad ha mamm ar bugel hag ar re a oa deuet gantañ, antren a ra el lec’h m’edo ar bugel, ha tapet krog e dorn ar plac’hig e lavar dezhi: «Talita, koum!», da lavarout eo : «Merc’hig, me lavar dit, dihun!» Raktal e savas ar plac’hig yaouank hag e kerzhe; daouzek vloaz e oa-hi. Ha diouzhtu e krogas enno estlamm bras. Eñ avat a c’hourc’hemennas start dezho diwall na vefe gouezet gant den ebet, hag e lavaras reiñ dezhi da zebriñ.
daved al load « Introïbo «
ominica Quinta post Pentecosten
Digoradur
Exáudi, Dómine, vocem meam, qua clamávi ad te: adiútor meus esto, ne derelínquas me neque despícias me, Deus, salutáris meus.
Selaouit, Aotrou, pa c’harman davedoc’h, ho pet truez, selaouit ouzhin !
Va skoazell oc’h-c’hwi, n’am argasit ket, n’am dilezit ket, o Doue, va salver.
+ 1 / Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timébo ?
Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou,
piv am lakafe da spontañ?