Sul 4 a viz Gouere 2021
14vet Sul an amzer e-pad ar bloaz / ar C’wec’hvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 4 Juillet 2021
14e Dimanche du temps ordinaire / Dominica Sexta post Pentecosten
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal (bloavezh B):
eus an Aviel santel hervez sant Mark 6,1-6
‘eus ket a brofed disprizet nemet en e vro.
En amzer-se e teuas Jezuz d’e vammvro ha gantañ e ziskibion. Ha deuet ar sabad e stagas da gelenn er sinagogenn. An darn vrasañ ouzh e glevout a oa souezhet holl hag a lavare: «A belec’h e teu kement-se da hemañ? Petra eo ar furnezh-se a zo bet roet dezhañ
hag ar burzhudoù bras-se a vez graet dre e zaouarn? Daoust ha n’eo ket hennezh ar c’halvez, mab Mari, a zo breur da Jakez, da Jozef, da Jud ha da Simon? Daoust hag e c’hoarezed n’emaint ket amañ en hon touez?» Hag e kavent abeg diwar e benn, ma lavaras Jezuz dezho: «Ned eo ur profed dibrizet nemet en e vro, e-touez e gerent hag en e di e-unan.» Ha ne c’hellas ober eno burzhud ebet, nemet un nebeut klañvourion a bareas dre astenn e zaouarn warno.
Ha souezhiñ a reas dirak o difeiz.
Mont a rae dre ar bourc’hioù tro-war-dro en ur gelenn.
daved al load » Introïbo «
ominica Sexta post Pentecosten
Digoradur
Dóminus fortitudo plebis suæ, et protéctor salutárium Christi sui est : salvum fac pópulum tuum, Dómine, et benedic hereditáti tuæ, et rege eos usque in sǽculum.
An Aotrou eo nerzh e bobl, ur vodenn a silvidigezh evit e Olevad.
Salvit ho tud ha bennigit hoc’h hêrezh, ouzh o feuriñ hag o dougen da viken.
+ 1 / Ad te, Dómine, clamábo, Deus meus, ne síleas a me : ne quando táceas a me, et assimilábor descendéntibus in lacum.
Davedoc’h e youc’han, Aotrou, va roc’hell, na chomit ket bouzar ouzhin, gant aon, mar tavit ouzhin, na vefen heñvel ouzh ar re a ziskenn e poull ar bez.
Miz Gouere, miz Santez Anna
Juillet, mois de Sainte Anne
*
*