Sul 20 a viz Mezheven 2021
12vet Sul an amzer e-pad ar bloaz / ar Pevare Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 20 Juin 2021
12e Dimanche du temps ordinaire / Dominica Quarta post Pentecosten
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal (bloavezh B):
eus an Aviel santel hervez sant Mark 4, 35-41
iv eo hennezh, ma sent outañ an avel hag ar mor ?
An deiz-se, pa voe deuet an abardaez, e lavaras dezho: «Treizhomp d’an tu all.»
Neuze o tilezel eno ar bobl e kemerjont Jezuz, e-giz m’edo, er vag; ha bagoù all ivez a yae gantañ.
Met setu ur barr-avel bras o sevel, hag an tarzhioù en em stlape er vag ken na zeue dija da vezañ leun a zour.
Eñ avat edo en aros war ar blueg o kousket. Hag i d’e zihuniñ ha da lavarout dezhañ: «Mestr! Hag ingal eo dit e vefemp o vont da goll?»
Eñ avat o vezañ dihunet a c’hourdrouzas an avel hag a lavaras d’ar mor: «Tav! Sioula!» Hag e kouezhas an avel, hag e teuas kalm gwenn.
Neuze e lavaras dezho: «Perak ez oc’h ken aonik-se? Penaos n’hoc’h eus ket feiz?» Aon avat o devoe, aon bras, hag e lavarent kenetrezo: «Piv ‘ta eo hemañ pa sent outañ an avel zoken hag ar mor?»
daved al load » Introïbo «
ominica Quarta post Pentecosten
Digoradur
Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timebo ? Dóminus defénsor vitæ meæ, a quo trepidábo ? qui tríbulant me inimíci mei, ipsi infirmáti sunt, et cecidérunt.
Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ? Nerzh va buhez eo an Aotrou, piv am lakafe da grenañ? Pa sav ar re fallakr a-enep din, evit va lonkañ en-bev, va enebourion ha va heskinerion eo int-i ar re a vrañsell hag a gouezh.
+ 3 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam: Deus meus, in te confído, non erubéscam.
Ha pa vefe ul lu staliet a-dal din,
e vano dizaon va c’halon.