Sul Kentañ an Azvent

 

Sul 3 a viz Du 2023 Dominica Prima Adventus Sul Kentañ an Azvent

Dimanche 3 Décembre 2023 – 1er Dimanche de l’Avent (B)

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

bloavezh B Mark 13, 33 -37

En amzer-se e komze Jezuz gant e ziskibion eus e zistro: «Diwallit, beilhit, rak n’ouzit ket pegoulz e vo. Hañval an traoù evel gant un den aet da bell vro, en deus kuitaet e di, en ur reiñ ar renerezh anezhañ d’e servijerion, gant e labour da bep hini, hag en deus gourc’hemennet d’ar porzhier beilhañ. Beilhit eta, rak n’ouzit ket pe da vare e tistroio mestr an ti, pe diouzh an abardaez, pe da hanternoz, pe da gan ar c’hilhog, pe diouzh ar beure, gant aon na zegouezhfe a-greiz-holl ha n’ho kavfe kousket. Ar pezh a lavaran deoc’h eo d’an holl en lavaran: Beilhit!»

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Vigesima quarta post Pentecosten

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/11/Ad-te-levavi-scaled.jpeg

eur audio

Digoradur

Salm 24,1-3

Ad te levávi ánimam meam: Deus meus, in te confíde, non erubéscam: neque irrídeant me inimíci mei: étenim univérsi, qui te exspéctant, non confundéntur. + 4 Vias tuas, Dómine, demónstra mihi: et sémitas tuas édoce me.

Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene, va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh, na drido ket va enebourion diwar va fenn; nann, an neb zo e fiziañs ennoc’h n’en devo ket a vezh. + gwerzad 4/ Hoc’h hentoù, grit din o anavezout, Aotrou, ho kwenodennoù o c’helennit din.

*

*

*

« Un diforc’h bras a zo eta etre kelc’hiad Pask hag hini Nedeleg. Kelc’hiad Pask a zo istorek. Hini Nedeleg a zo kevrinek. Kevrinek dre ma fell dezhañ arvestiñ ouzh kevrinoù hor Salver a-us d’an istor, dre ma komz dimp eus hor ginivelezh d’ar c’hras, eus hon advabelezh d’an Tad, eus kevrinoù kuzhetañ an ene.

Daoust ha n’hellomp ket lakaat dindan ul lavarenn verr kement a zo e kelc’hiad Nedeleg? Eo.

Ar pennvenoz a seblant din ren warnañ eo an hevelep hini hag a gavomp ken anat en Aviel: soñj eus donedigezh Rouantelezh Doue. Sed ar «c’helloù mat» a glevomp digant Izaia, digant Yann, digant Hor Salver e-unan pe an Ebestel, keloù mat unvaniezh Doue gant ar grouadelezh, kevrin ar C’hras. Dont a ra Doue ganimp, Emmanuel. Eñ, ar C’hrist eo ar Roue, mammenn ar C’hras evidomp, advibion ma’z omp ennañ d’an Tad. Endro dezhañ, ar Rouantelezh, dindan skeudennoù disheñvel: an Iliz, ar Werc’hez Vari, an ene kristen. Un embanner a zo d’ar Roue, Yann-Vadezour. Hag un embanner a zo ivez d’ar Werc’hez Vari ha d’an Iliz, Izaia. Eñ ivez a embann an Emmanuel. Rak ur c’hevrin a embannadur a zo, ur c’hevrin a ziskouezidigezh. Donedigezh Doue en Iliz, er Werc’hez, en ene kristen a zo kemennet d’ar bed. Ar C’hrist e-unan, en em ziskouez, ha goulenn a ra ivez bezañ diskouezet, n’eo ket hepken gant Yann, gant Izaia, met gant pep abostol, gant pep ene. An Iliz a ziskouez ar C’hrist evel ma ra ar Werc’hez Vari, evel ma tle ober pep kristen. Dont a ra enno, hag ivez drezo.»

+Loeiz ar Floc’h – Kelc’hiad Nedeleg (1945)

 

*