Eil Sul an Azvent

 

Sul 10 a viz Kerzu 2023 Dominica Secunda Adventus / Eil Sul an Azvent

Dimanche 10 Décembre 20222e Dimanche de l’Avent (B)

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

levr Izaia

40, 1-5. 9-11

Roit frealz, roit frealz d’am fobl, eme ho Toue. Komzit ouzh kalon Jeruzalem ha youc’hit dezhi. Ez eo echu he sklavelezh, Ez eo dic’haouet he fec’hed, hag he deus bet digant dorn an Aotrùu daou gemend-all evit he mankoù. Ur vouezh a youc’h: «Kempennit er gouelec’h un hent evit an Aotrou. plaenait er stepenn un chaoser evit hon Doue. Pep traonienn da vezo uhelaet, pep menez ha torgenn da vezo izelaet, an tarrozioù da vezo plaenennoù! hag ar rec’hell serzh kompezennoù Neuze en em ziskulio gloar an Aotroù, hag an holl grouadurioù he gwelo gwitibunan, Rak genoù an Aotrou en deus komzet.» Pign war ur menez uhel, te, kannad laouen evit Sion, laka da vouezh da sevel gant nerzh, te, kannad laouen evit Jeruzalem, laka-hi da sevel hep aon; lavar da gêrioù Youda: Setu ho Toue! Setu an Aotroù Doue o tont gant nerzh da vestroniañ pep tra gant e vrec’h. Setu m’emañ gantañ frouezh e drec’h, dont a ra gantañ gopr e zic’haou. Vel ur pastor e reno e dropell, e tastumo an oaned gant e zivrec’h, en o zougo war e galon, hag e soursio ouzh ar mammoù-dañvadezed.

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Secunda Adventus

 

eur audio

Digoradur

Izaia 30,30

Pópulus Sion, ecce, Dóminus véniet ad salvándas gentes : et audítam fáciet Dóminus glóriam vocis suæ in lætítia cordis vestri. +Salm 79, 2 Qui regis Israël, inténde : qui dedúcis, velut ovem, Ioseph.

Pobl Sion, setu m’emañ erru an Aotroù Doue da salviñ an broadoù. Lakaat a raio e vouezh veurdezus da vezañ klevet hag e trido ho kalonoù gant al levenez. S/ Mesaer Israel, selaouit, c’hwi hag a ren bugale Yozef evel un tropell-deñved

 

 

*

*

*

« Un diforc’h bras a zo eta etre kelc’hiad Pask hag hini Nedeleg. Kelc’hiad Pask a zo istorek. Hini Nedeleg a zo kevrinek. Kevrinek dre ma fell dezhañ arvestiñ ouzh kevrinoù hor Salver a-us d’an istor, dre ma komz dimp eus hor ginivelezh d’ar c’hras, eus hon advabelezh d’an Tad, eus kevrinoù kuzhetañ an ene.

Daoust ha n’hellomp ket lakaat dindan ul lavarenn verr kement a zo e kelc’hiad Nedeleg? Eo.

Ar pennvenoz a seblant din ren warnañ eo an hevelep hini hag a gavomp ken anat en Aviel: soñj eus donedigezh Rouantelezh Doue. Sed ar «c’helloù mat» a glevomp digant Izaia, digant Yann, digant Hor Salver e-unan pe an Ebestel, keloù mat unvaniezh Doue gant ar grouadelezh, kevrin ar C’hras. Dont a ra Doue ganimp, Emmanuel. Eñ, ar C’hrist eo ar Roue, mammenn ar C’hras evidomp, advibion ma’z omp ennañ d’an Tad. Endro dezhañ, ar Rouantelezh, dindan skeudennoù disheñvel: an Iliz, ar Werc’hez Vari, an ene kristen. Un embanner a zo d’ar Roue, Yann-Vadezour. Hag un embanner a zo ivez d’ar Werc’hez Vari ha d’an Iliz, Izaia. Eñ ivez a embann an Emmanuel. Rak ur c’hevrin a embannadur a zo, ur c’hevrin a ziskouezidigezh. Donedigezh Doue en Iliz, er Werc’hez, en ene kristen a zo kemennet d’ar bed. Ar C’hrist e-unan, en em ziskouez, ha goulenn a ra ivez bezañ diskouezet, n’eo ket hepken gant Yann, gant Izaia, met gant pep abostol, gant pep ene. An Iliz a ziskouez ar C’hrist evel ma ra ar Werc’hez Vari, evel ma tle ober pep kristen. Dont a ra enno, hag ivez drezo.»

+Loeiz ar Floc’h – Kelc’hiad Nedeleg (1945)

 

*