Sul 9 a viz Ebrel 2023 – Dominica Resurrectionis – Sul Fask
Dimanche 9 Avril 2023 – Dimanche de Pâque
kanoù gregorian evit ar misal nevez
Misal nevez bloavezh A
Aviel nozvezh-Fask
Mazhev 28, 1-10
An deiz war-lerc’h ar sabad, pa darzhe gouloù-deiz evit deiz kentañ ar sizhun, e teuas Mari Magdalen hag ar Vari all da welout ar bez. Ha setu ma voe ur c’hren-douar bras: rak Ael an Aotrou a ziskennas eus an Neñv, hag a zeuas da ruilhan ar maen kuit, ha da azezañ warnañ. Heñvel ouzh ul luc’hedenn e oa e zremm, hag e zilhad a oa gwenn evel an erc’h. Gant an aon dirazañ e krene ar warded hag e teujont da vezañ evel tud varv. An Ael avat o komz ouzh ar merc’hed a lavaras: «C’hwi, n’ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini bet staget ouzh ar groaz. N’emañ ken amañ. Dihunet eo a-douez ar re varv, evel m’en devoa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet ennañ. It buan da lavarout d’e ziskibien ez eo dihunet a-douez ar re varv ha setu ma ‘z a en ho raok da C’halilea. Eno en gwelot. Setu ar pezh am boa da gemenn deoc’h.»
Hag o vezañ aet buan er-maez eus ar bez gant aon ha levenez vras, e redjont da gemenn ar c’heloù d’e ziskibion. Ha setu ma teuas Jezuz a-benn-hent dezho ha ma lavaras: «Kevarc’h !» Hag int-i o tostaat a bokas d’e dreid hag a stouas dirazañ. Neuze e lavaras Jezuz dezho: «N’ho pet ket aon! It da gemenn d’am breudeur mont da C’halilea: eno eo am gwelint.»
daved al load « Introïbo «
+ Usus antiquor
Dominica Resurrectionis
Digoradur
Resurréxi, et adhuc tecum sum, allelúia : posuísti super me manum tuam, allelúia : mirábilis facta est sciéntia tua, allelúia, allelúia. &1-2 Dómine, probásti me et cognovísti me : tu cognovísti sessiónem meam et resurrectiónem meam.
Dasorc’het on, hag emaon adarre ganeoc’h, alleluia! Astennit ho peus ho torn warnon, alleluia! Burzudus eo bet ho furnez, alleluia, alleluia. Va amprouet ho peus ha va anavezet. Gouzout a rit mat pegen izel on bet lakaet, anavezout a rit va dasorc’h.
Lecteur audio