Sul 20 a viz Meurzh 2022

Sul 20 a viz Meurzh 2022

Trede Sul ar C’horaiz – Domenica Tertia in Quadragesima

Dimanche 20 Mars 2022 – 3e Dimanche de Carême 

 

 

 Misal nevez

Aviel sant Lukaz 

13, 1-9

En amzer-se e tegouezhas hiniennoù a gemennas da Jezuz ar pezh a oa en em gavet gant an dud-se eus Galilea en devoa Pilat mesket o gwad gant hini o aberzhoù.

Respont a reas dezho: «Ha soñjal a ra deoc’h e oa ar C’halileidi – se brasoc’h pec’herien eget an holl C’halileidi all, dre m’o deus gouzañvet ur seurt poan?

Ne oant ket, me a lavar deoc’h; hogen mar ne rit ket pinijenn, C’hwi holl evel-se a yelo da goll.

Nag an triwec’h-se hag a gouezhas warno tour Siloan, ouzh o lazhañ, ha soñjal a ra deoc’h e oant kablusoc’h eget an holl dud all o chom e Jeruzalem?

Ne oant ket, me a lavar deoc’h; hogen mar ne rit pinijenn, C’hwi holl en hevelep doare a yelo da goll.

Lavarout a rae c’hoazh dezho ar barabolenn-mañ: «Bez’ e oa un den hag en devoa ur fiezenn plantet en e winieg; donet a reas da glask frouezh enni, ha ne gavas ket. Neuze e lavaras d’ar gwinienner: Setu tri bloaz ‘zo ma teuan da glask frouezh er fiezenn ha ne gavan ket: troc’h-hi eta; perak e chomfe da goll douar? Aotrou, a respontas hemañ, lez-hi c’hoazh ar bloaz-mañ, ma toullin en-dro dezhi ha ma lakain teil ganti, ha marteze e tougo frouezh, en amzer da zont; anez-se, he zroc’hi.»

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

 

 

Digoradur

Salm 24, 15-16

Oculi mei semper ad Dóminum, quia ipse evéllet de láqueo pedes meos : réspice in me, et miserére mei, quóniam únicus et pauper sum ego.

& 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam : Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Emañ bepred va daoulagad ouzh an Aotrou, rak eñ a denno va zreid eus ar roued. Troit davedon, ho pet truez ouzhin, dre ma’z on va-unan-penn ha reuzeudik.

& 1-2 / Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene; va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.