Sul 13 a viz Meurzh 2022

Sul 13 a viz Meurzh 2022

Eil Sul ar C’horaiz – Domenica Secunda in Quadragesima

Dimanche 13 Mars 2022 – 2e Dimanche de Carême 

 Misal nevez

Aviel sant Lukaz 

9, 28-36

En amzer-se, e kemeras Jezuz gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez da bediñ.

Ha tra ma pede, e voe kemmet e zremm, hag e teuas e zilhad da vezañ gwenn-kann ha lugernus. Ha setu o tivizout gantañ daou zen a oa Moizez hag Elia, hag int oc’h en em ziskouez er c’hlod a gomze eus e  »ermaeziadenn » a oa da vezañ kaset gantañ da benn e Jeruzalem.

Pêr hag ar re a oa gantañ, a oa og gant ar c’housked. O vezañ dihunet, e weljont klod Jezuz, hag an daou zen en em gave gantañ. Ha p’edo ar re-mañ o vont kuit dioutañ e lavaras Pêr da Jezuz: «Mestr, brav eo dimp bezañ amañ. Greomp teir zeltenn, unan dit-te, un all da Voizez, hag un all da Elia.» Ne ouie ket petra a lavare.

Endra ma komze evel-se e teuas ur goabrenn hag e voent goloet gant he skeud. Spontañ a rejont oc’h en em welout o-unan er goabrenn. Hag ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn a lavare: «Hemañ eo va Mab, an hini dibabet. Selaouit-eñ.»

A-vec’h ma oa sonet ar vouezh, ec’h en em gavas Jezuz e-unan-penn. Int avat a davas hep kontañ da zen ebet, d’ar c’houlz-se, tra ebet eus ar pezh o devoa klevet.

 

daved al load  » Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

 

 

Digoradur

Salm 24: 6, 3 & 22

Reminíscere miseratiónum tuarum, Dómine, et misericórdiæ tuæ, quæ a sǽculo sunt : ne umquam dominéntur nobis inimíci nostri : líbera nos, Deus Israël, ex ómnibus angústiis nostris.

: 1-2 / Ad te, Dómine, levávi ánimam meam : Deus meus, in te confído, non erubéscam.

Ho pet soñj eus ho trugarez, Aotrou, eus ho karantez a zo bet a viskoazh, na vo hon enebourion trec’h warnomp biken. O, Doue, dieubit Israel eus e holl enkrezioù!

: 1-2 / Etrezek ennoc’h, Aotrou, e savan va ene; va Doue, ennoc’h e fizian. Grit n’am bo ket a vezh.