Misal nevez : 28 Sul eus an amzer e-pad ar bloaz (B)
Usus Antiquior : an Ugentvet Sul goude ar Sul-Gwenn
Dimanche 10 Octobre 2021 
Nouveau Missel : 28e Dimanche du temps ordinaire.
Usus Antiquior: Dominica Vigesima post Pentecosten

Misal nevez: Mark 10, 17-30
En amzer-se evel ma luske da vont en hent, e teredas d’e gaout un den hag a stouas dirazañ war benn e c’hlin hag a c’houlennas digantañ: «Mestr mat, petra am eus d’ober evit kaout ar vuhez peurbadel da hêrezh?» Jezuz a lavaras dezhañ: «Perak e rez-te mat ac’hanon? N’eus hini mat ebet, nemet Doue hepken. Ar gourc’hemennoù a anavezez: Na lazh ket, na ra ket avoultriezh, na laer ket, na lavar ket falstesteni, na ra gaou ouzh den, enor da dad ha da vamm.»
Hag hemañ da ziskleriañ: «Mestr, kement-se holl am eus miret adal va yaouankiz.»
Neuze Jezuz o vezañ paret e selloù warnañ, en karas hag e lavaras dezhañ: «Un dra a ra diouer dit: kae, gwerzh kement ac’h eus hag en ro d’ar beorion hag az po un teñzor en neñv; ha goude-se, deus d’am heuilh.»
Hemañ avat, glac’haret gant ar gomz-se, a yeas kuit damani-meurbet, rak madoù bras en devoa. Jezuz neuze o vezañ graet sell-tro a lavaras d’e ziskibion:
«Na pegen diaes ez eo d’ar re o deus danvez monet e-barzh Rouantelezh Doue!»
Souezhet-bras e oa an diskibien gant e gomzoù; met Jezuz a lavaras dezho adarre: «Va bugale, na pegen diaes eo dezho monet e-barzh Rouantelezh Doue! Aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d’un den pinvidik monet e-barzh Rouantelezh Doue!»
Int avat, sabatuet dreist-muzul, a lavare an eil d’egile: «Ha piv eta a c’hell bezañ salvet?»
O vezañ paret e sell warno, Jezuz a lavaras: «D’an dud ez eo dic’hallus, met da Zoue n’eo ket, rak e galloud Doue emañ pep tra.»
Neuze en em lakaas Pêr da lavarout dezhañ: «Setu ! ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.» Jezuz a zisklerias: «E gwirionez, m’en lavar deoc’h, n’eus den hag en devo dilezet ti, pe vreudeur, pe c’hoarezed, pe vamm, pe dad, pe vugale, pe barkeier, abalamour din-me ha d’ar c’heloù mat, a gement na resevo ket en amzer-vremañ, kant gwezh kemend-all a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammoù, a vugale, a barkeier, gant heskinadurioù, hag en amzer da-zont ar vuhez peurbadel.
daved al load » Introïbo «
* * * Stumm Usus Antiquior * * *

ominica Decima Octava post Pentecosten
*
Introït / Digoradur
Daniel. 3, 31, 29 & 42
Omnia, quæ fecísti nobis, Dómine, in vero iudício fecísti, quia peccávimus tibi et mandátis tuis non obœdívimus : sed da glóriam nómini tuo, et fac nobíscum secúndum multitúdinem misericórdiæ tuæ.
Salm 118,1
Beáti immaculáti in via : qui ámbulant in lege Dómini.
 Kement hoc’h eus graet dimp, eo gant setañs reizh hoc’h eus en graet.
Kement hoc’h eus graet dimp, eo gant setañs reizh hoc’h eus en graet.
Ya, pec’het hon eus a-enep deoc’h, ha gourc’hemennoù ho Lezenn n’hon eus ket selaouet.
 Met grit en hon c’heñver hervez ho madelezh, hag hervez braster ho trugarez
Met grit en hon c’heñver hervez ho madelezh, hag hervez braster ho trugarez
S/ Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent,
ar re a gerzh gant lezenn an Aotrou..
gant menec'h ar Groaz Santel, kêr Chikagwoù
*
*
eur aud
 
							 
				





