Sul 10 a viz Gouere 2022

Sul 10 a viz Gouere 2022 – Misal nevez : 15vet Sul per annum /

Usus Antiquior : Dominica Quinta post Pentecosten Pemvet Sul goude ar Sul Wenn

Dimanche 10 Juillet 2022 – nouveau missel : 15 Dimanche per annum / Ancien rite : 5ème Dimanche après la Pentecôte

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez:

Aviel sant Lukaz

10, 25-37

En amzer-se setu ma savas un doktor war al Lezenn hag a lavaras dezhañ evit en amprouiñ: «Mestr, petra am eus d’ober a-benn kaout ar vuhez peurbadel da lod?» Respont a reas Jezuz dezhañ:

«El Lezenn, petra a zo skrivet? Penaos e lennez?» Hag hemañ da respont: «Karout a ri an Aotrou, da Zoue, gant da holl galon ha gant da holl ene ha da holl nerzh ha da holl spered, ha da nesañ eveldout da-unan.»

«Mat-kaer ac’h eus respontet, eme Jezuz dezhañ, gra kement-se hag e vevi.»

Hemañ avat, o klask en em zidamall, a lavaras da Jezuz: «Ha piv eo va nesañ?» Ha Jezuz a stagas da lavarout:

«Un den a oa o tiskenn eus Jeruzalem da Yeriko, hag e kouezhas etre daouarn al laeron: ar re-mañ e diwiskas, e brevas a-daolioù hag a yeas kuit ouzh e lezel hanter-varv. Dre zegouezh, setu ur beleg o tiskenn dre an hent-se: ouzh e welout e tremenas dre an tu all eus an hent. En hevelep stumm, ul Leviad erruet war an dachenn, ouzh e welout ivez a dremenas dre ar c’hostez all. Hogen ur Samariad hag a oa o veajiñ, a zegouezhas en e gichen hag ouzh e welout e voe karget e galon a druez. Tostaat a reas, lienañ e c’houlioù en ur skuilh warno eoul ha gwin; da c’houde en savas war gein e loen e-unan

hag e gas a reas d’un ostaleri, hag e kemeras preder gantañ. Antronoz, e tennas daou ziner eus e yalc’h

evit o reiñ d’an ostiz en ur lavarout:  »Kemer preder anezhañ, ha kement a zispigni en tu-hont, a zaskorin-me dit, pa zeuin en-dro. » Pehini eus an tri-se, a gav dit, a zo bet nesañ

an den kouezhet etre daouarn al laeron?» Respont a reas: «An hini a zo bet trugarezus en e geñver.»

Ha Jezuz neuze da lavarout dezhañ: «Kae, ha te ivez, gra heñvel!»

 

 

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

 

 

+ Usus Antiquior

 

 

Digoradur

 

Salm 26, 7&9

Exáudi, Dómine, vocem meam, qua clamávi ad te: adiútor meus esto, ne derelínquas me neque despícias me, Deus, salutáris meus.+ 1 / Dóminus illuminátio mea et salus mea, quem timébo?

Selaouit, Aotrou, pa c’harman davedoc’h, ho pet truez, selaouit ouzhin! Va skoazell oc’h-c’hwi, n’am argasit ket, n’am dilezit ket, o Doue, va salver / Va sklêrijenn ha va silvidigezh eo an Aotrou, piv am lakafe da spontañ?

 

 

 

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2021/06/Exaudi-nos-Domine-5vet-Sul-goude-Sul-Gwenn.jpeg

 

*

Miz Gouere, miz santez Anna !