Pevare Sul ar bloaz B
& Sul ar Seikontved (Sul ar Peuz)

Sul 31 a viz Genver 2021                                          

Stumm ordinal: Pevar Sul eus an Amzer ar bloaz B      *     Stumm dreist-ordinal: Sul ar Seikontved

Dimanche 31 janvier 2021  

Temps Ordinaire: 4e dimanche année B    *    Forme Extraordinaire: Dimanche de la Septuagésime

 

*

 

vit ar stumm « ordinal » eo ar Sul-mañ Pevare Sul an amzer boutin (bloaz B); evit ar stumm « dreistordinal » e vez graet anezhañ Sul ar Septuajesim (Sul ar Peuz). En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: « Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollveziadegezh » (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).

Dans la forme « ordinaire », on est au Quatrième Dimanche de l’année B; dans la forme « extraordinaire », pour laquelle le temps de la Nativité n’est pas fini, il s’agit du Dimanche de la Septuajésime. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l’art et universalité » (Cardinal Sarto, futur Pie X).

*

daved al load « Grégorien en paroisse« 

Stumm ordinal – bloavezh B:

eus an Aviel santel hervez sant Mark

 

1, 21-28

 


elenn a rae dezho evel unan o kaout galloud.

Mont a rejont da Gafarnaoum; ha diouzhtu goude, deiz ar sabad, ez eas Jezuz d’ar sinagogenn hag en em lakaas da gelenn. Souezhet-bras e oa an dud gant e gelennadurezh, rak o c’helenn a rae e giz un den o kaout beli, ha neket evel ar Skribed.
En o sinagogenn end-eeun e oa un den dalc’het gant ur spered hudur hag en em lakaat a reas da grial: «Petra a glaskez ouzhimp, Jezuz a Nazared? Ha deuet out d’hor c’has da goll? Me oar piv out-te: Sant Doue.»
Met Jezuz e gourdrouzas: «Tav ! ha kae er-maez eus an den-se.» Neuze ar spered hudur o wallhejañ an den,
a yeas er-maez anezhañ en ur leuskel ur griadenn vras.
Sebezet e voe an holl ken m’en em c’houlennent kenetrezo: «Petra eo kement-mañ? Ur gelennadurezh nevez ha roet gant beli? Zoken d’ar speredoù hudur emañ o c’hourc’hemenn hag e sentont outañ!»
Hag ar vrud anezhañ a redas kerkent e pep lec’h, dre an holl vro en-dro da C’halilea.

 

daved al load  » Introïbo « 

 tumm dreistordinal

 

 

 

*

ominica in Septuagesima

 

        

*

N’eo ket c’hoazh deuet amzer ar C’horaiz, hogen emañ o tostaat. An Iliz a ehan da ganañ an Alleluia; an dilhad oferenn a zo limestra. Pediñ a ra he bugale da dreiñ kein ouzh ar plijadurioù diskiant a glask lod eus an dud en amzer-mañ. A ger « Septuajesim » a verk 70, rak ar bobl a Israel a voe 70 vloaz en harlu e Babilon.

Digoradur

Levr ar Salmoù

17, 5, 6 & 7

Circumdedérut me gémitus mortis, dolóres inférni circumdedérunt me: et in tribulatióne mea invocávi Dóminum, et exaudívit de templo sancto suo vocem meam.

Kelc’hiet e oan gant gwagennoù ar marv, paket e oan e rouedoù ar marv.

Em anken em eus galvet an Aotrou, hag eus e neved en deus klevet va mouezh.

 

17, 2-3 / Díligam te, Dómine, fortitúdo mea : Dóminus firmaméntum meum, et refúgium meum, et liberátor meus.

 

otroù, ho karout a ran, C’hwi ar roc’h a gavan bod enni ;

        va skoed, va c’horn-trec’her, va c’hreñvlec’h.

Evit kanañ an digoradur (Introït)

 

 

*

war un ton eus bro-Hungaria