Kentañ Sul ar C’horaiz

Sul 26 a viz C’hwevrer 2023 Domenica Prima in Quadragesima1añ Sul ar C’horaiz

Dimanche 26 Mars 2023 – 1er Dimanche de Carême.

 

 

 

kanoù gregorian evit ar misal nevez

Misal nevez bloavezh A

Aviel sant Mazhev 4, 1-11

Neuze e voe bleinet Jezuz gant ar Spered d’ar gouelec’h evit bezañ temptet gant an Diaoul. Goude yunañ e-pad daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh e teuas neuze naon dezhañ. Hag an tempter da dostaat ha da lavarout dezhañ: «Mard out Mab Doue, lavar eta d’ar vein-se treiñ da vara». Jezuz a respontas: «Skrivet eo: N’eo ket diwar vara hepken e vevo an den, met diwar gement a zeu eus genou Doue». An Diaoul neuze e kas d’ar Gêr santel; e lakaat a ra war lein an Templ, hag e lavar dezhañ: «Mard out Mab Doue, en em daol d’an traoñ, rak skrivet eo: Gourc’hemenn a ray evidout d’e Aeled, ha da zougen a raint en o daouarn, gant aon na stokfe da droad ouzh ur maen». Jezuz a respontas : «Skrivet eo ivez: Ne dempti ket an Aotrou da Zoue». An Diaoul e kas c’hoazh war ur menez uhel-meurbet, hag o tiskouez dezhañ holl rouantelezhioù ar bed hag o gloar, e lavar dezhañ: «Kement-se a roin dit mar kouezhez e-harz va zreid da stouiñ dirazon». Jezuz avat a respontas dezhañ: «Kerzh kuit, Satan, rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli ha dezhañ hepken doujañs a zougi». E lezel a reas neuze an Diaoul, ha setu Aeled da dostaat ha d’e servijañ.

 

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus antiquor

 

Dominica in Quinquagesima

 

 

Digoradur

 

Salm 90, 15 & 16.

Invocábit me, et ego exáudiam eum : erípiam eum, et glorificábo eum : longitúdine diérum adimplébo eum. & 1 / Qui hábitat in adiutório Altíssimi, in protectióne Dei cæli commorábitur.

Va gervel a ray, ha me a responto, en e anken, me ‘vo gantañ. E salviñ a rin ha gloar a roin dezhañ; e lakaat a rin da welout buhez hir, ha va silvidigezh a ziskouezin dezhañ. & 1 / Neb a ra e anez e goudor an Uhel-meurbet, hemañ a van dindan skeud an Hollc’halloudeg.

kanet gant Kurebayashi Yoshihiro: