Sul 17 a viz Genver 2021
Stumm ordinal: Eil Sul eus an Amzer ar bloaz B * Stumm dreist-ordinal: Eil Sul goude ar Epifaniezh
Dimanche 17 janvier 2021
Forme Ordinaire Temps Ordinaire année B: 2e dimanche année B * Forme Extraordinaire: 2e dimanche après l’Epiphanie
*
vit ar stumm « ordinal » eo ar Sul-mañ eil Sul an amzer boutin (bloaz B); evit ar stumm « dreistordinal » (lec’h ma n’eo ket echu c’hoazh amzer ar Ginivelezh) e vez graet anezhañ an eil Sul goude an Epifaniezh. En daou stumm-se e rank ar sonerezh gregorian bezañ gourfouezus: « Gant ar sonerezh sakr, dre vezañ unanet start gant al liderezh hag e destennoù, e rank bezañ ar perzhioù-mañ: santelezh, arz gwirion hag hollveziadegezh » (Kardinal Sarto, Pab Pius X goude-se).
Dans la forme « ordinaire », on est au Dimanche après l’Epiphanie; dans la forme « extraordinaire », pour laquelle le temps de la Nativité n’est pas fini, il s’agit du 2e Dimanche après l’Epiphanie. Dans les deux formes, le chant grégorien doit être prépondérant: «La musique sacrée, par son étroite union avec la liturgie et avec le texte liturgique, doit posséder au plus haut degré ces vertus: sainteté, vérité de l’art et universalité » (Cardinal Sarto, futur Pie X).
*
daved al load « Grégorien en paroisse«
Stumm ordinal – bloavezh B:
eus an Aviel santel hervez sant Yann
1, 35 -42
welout a rejont al lec’h e veze hag e chomjont gantañ.
En amzer-se edo Yann eno gant daou eus e ziskibion, hag o sellout ouzh Jezuz o tremen, e lavaras: «Setu Oan Doue.» Hag an daou ziskibl o vezañ e glevet o komz evel-se, a yeas da-heul Jezuz.
Met Jezuz o treiñ war-zu enno hag ouzh o gwelout o tont war e lerc’h, a lavaras dezho: «Petra a glaskit?» Respont a rejont dezhañ: «Rabbi (pezh a dalvez Mestr), pelec’h emaout o chom?» Lavarout a reas dezho: «Deuit ha gwelit.» Mont a rejont hag e weljont e pelec’h edo o chom, ha gantañ e chomjont an deiz-se: war-dro an dekvet eur e oa.
Hogen Andrev, breur da Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet komzoù Yann hag a oa aet da-heul Jezuz. Kentañ den a gavas hemañ a voe e vreur Simon hag e lavaras dezhañ: «Kavet hon eus ar Mesiaz», ar pezh a dalvez da lavarout: Krist. Hag e zegas a reas da Jezuz.
O vezañ sellet outañ Jezuz a lavaras: «Te eo Simon, mab Yann; te a vo Kefas da anv», ar pezh a dalv da lavarout: Pêr (Maen).
daved al load » Introïbo «
*
ominica Secunda post Epiphaniam
*
*
*
Digoradur
Levr ar Salmoù 65, 4
Omnis terra adóret te, Deus, et psallat tibi: psalmum dicat nómini tuo, Altíssime.
Dirazoc’h e stou an douar a-bezh,
kanañ a ra evidoc’h, kanañ a ra hoc’h anv.
65,1-2 / Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.
ouc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv,
dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.
Evit kanañ an digoradur (Introït)
*