Dominica 2 Passionis seu in palmis
Sul 13 a viz Ebrel 2025 – Dominica II Passionis seu in palmis– Eil Sul ar Basion (Sul ar Bleuñv)
Dimanche 13 Avril 2023 – 2e Dimanche de la Passion (Dimanche des Rameaux)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Lukaz *19, 28-40
En amzer-se, e kerzhas Jezuz a-raok e ziskibion, evit sevel da Jeruzalem. Ha pa voe tost da Betfage ha da Vetania, e-kichen ar menez anvet Menez an Olived, e kasas daou eus e ziskibion, en ur lavarout dezho: «It d’ar gêriadenn amañ a-dal deoc’h, hag o vont enni, e kavot staget un azenig ha n’eus pignet c’hoazh den ebet warnañ. Distagit-eñ hag en degasit din. Ha ma c’houlenn unan bennak ouzhoc’h perak en distagit, respontit evel-henn : An Aotroù en deus ezhomm anezhañ.» O vont eta, ar gannaded a gavas an traoù evel m’en devoa lavaret dezho. Ha p’edont o tistagañ an azenig, e c’houlennas e vistri diganto: «Petra ‘zo ma tistagit an azenig-se?» Hag i da respont: «An Aotroù en deus ezhomm anezhañ.» En degas a rejont da Jezuz, hag o vezañ taolet o mantilli war gein an azenig, e lakajont Jezuz da sevel warnañ. Tra ma ‘z ae war-raok, e lede an dud o mantilli war an hent. Hag erru e oa dija tost da ziribin Menez an Olived, pa stagas holl engroez an diskibien trec’het gant al levenez, da veuliñ Doue a vouezh kreñv, evit an holl vurzhudoù o devoa gwelet. Hag e lavarent: «Ra vo benniget an hini a zeu, eñ ar Roue, e anv an Aotroù. Peoc’h en Neñv ha klod en uhelderioù!» Hiniennoù eus ar Farizianed o ‘n em gaout e-touez ar bobl, a lavaras dezhañ: «Mestr, gra trouz d’az tiskibion!» Met eñ a respontas: «Me lavar deoc’h, ma tav ar re-mañ eo ar vein a youc’ho!»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Dominica II Passionis seu in palmis
Lidkerzh
Hosanna filio David – Salm 117, 1-22-23-27-28
Hozanna da vab David! Benniget an hini a zeu en anv an Aotroù,
roue Izraël, Hozanna e barr an Neñvoù!
ougit klod d’an Aotroù evit e vadelezh! Ya, da virviken e pad e drugarez! Ar maen bet distaolet gant ar saverion, a zo deuet da vezañ maen-uhel ar c’horn;
Hozanna…
Doue eo an Aotroù, lakaet en deus e sklêrijenn da splannañ warnomp. Urzhiit an ambrougadeg bodoù glas en ho torn tre betek kernioù an aoter.
Hozanna…
*
Dasgwerzad
Pueri Hebræórum
Bugale an Hebreed, en o daouarn bodoù olivez, a zeuas da gaout Jezuz,
o hopal hag o youc’hal: Hozanna e barr an Neñvoù.
& eus ar salm 23:
O Porzhioù, savit ho talbennoù, it war wint, o Dorioú peurbadel, ma’z antreo ar Roue Klodus! Ha piv eo ar Roue Klodus-se? An Aotrou kadarn ha galloudek, an Aotrou galloudek en emgannoù.
Bugale an Hebreed…
O Porzhioù, savit ho talbennoù, it war wint, o Dorioú peurbadel, ma’z antreo ar Roue Klodus! Ha piv eo ar Roue Klodus-se? Aotrou al luoz! eñ eo ar Roue Klodus.
Bugale an Hebreed…
*
Dasgwerzad, pa zeuer tre en iliz
Ingrediénte Dómino in sanctam civitátem, Hebræórum púeri resurrectiónem vitæ pronuntiántes, * Cum ramis palmárum : Hosánna, clamábant, in excélsis…
P’edo an Aotroù o vont er gêr santel, bugale an Hebreed a embannas dasorc’hidigezh an Hini a oa Mestr ar vuhez, ha ganto skourroù palmez e lavarent: Hozanna a barr an Neñvoù. Gw/ P’he devoe klevet ar bobl edo o tegouezhout Jezuz e Jeruzalem ez ajont d’hen diambroug gant skourroù palmez, en ur ganañ: Hozanna e barr an Neñvoù!
*
*