Domenica Prima Passionis
Sul 6 a viz Ebrel 2025 – Kentañ Sul ar Basion – Domenica Prima Passionis (novus ordo 5vet Sul ar C’horaiz)
6 Avril 2025 – 1er Dimanche de la Passion (5e Dimanche de Carême)
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Yann *8, 1-11
En amzer-se e yeas Jezuz da Venez an Olived. Met da darzh an deiz e teue d’an Templ, hag an holl bobl a zerede d’e gaout; hag aet en e goazez en em lakae da gelenn. Neuze ar Skribed hag ar Farizianed a zegasas dezhañ ur vaouez bet tapet oc’h ober avoultriezh; o vezañ he lakaet en he sav e-kreiz an holl, e lavarjont dezhañ: «Mestr,ar vaouez-mañ a zo bet tapet war an taol oc’h ober avoultriezh. Ha neuze el Lezenn, Moizez en deus gourc’hemennet dimp labezañ ar merc’hed seurt-se; ha te, petra ‘lavarez?» Komz a raent evel-se evit e aprouiñ, dezho da gaout peadra d’e damall. Met Jezuz o stouiñ, en em lakaas da skrivañ gant e viz war an douar. Evel ma talc’hent d’ober goulennoù outañ, e tigeinas hag e respontas dezho: «An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h, eñ da gentañ ra daolo outi ur maen.» Hag o soublañ adarre, e skrive war an douar. Int avat o klevout se, en em dennas kuit hini hag hini, ar re goshañ da gentañ; ma voe lezet e-unan hag ar wreg en he sav e-kreiz an dud. Jezuz a zigrommas neuze hag a lavaras dezhi : «Maouez, pelec’h emaint? Den ebet n’en deus da gondaonet?» Hi a respontas «Den ebet, Aotroù!» Ha Jezuz da lavarout: «Me kennebeut n’az kondaonin ket; hag hiviziken, chom hep pec’hiñ.»
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Domenica Prima Passionis
Digoradur
Salm 42,1-2
Iúdica me, Deus, et discérne causam meam de gente non sancta: ab homine iníquo et dolóso éripe me: quia tu es Deus meus et fortitúdo mea. &3 Emítte lucem tuam et veritátem tuam: ipsa me de duxérunt et adduxérunt in montem sanctum tuum et in tabernácula tua.
Barnit-me en ho reizhded, o Doue, ha difennit va breud a-enep ur bobl disleal; eus an dud gaouiat ha fallakr dieubit-me rak c’hwi, Doue, zo va goudor. + Kasit din ho sklêrijenn hag ho kwirionez, int am bleino, int am reno, betek ho menez santel, betek hoc’h Annez.
Goueler ar sizhunvezh
D’ar 6 a viz Ebrel
– War-dro 305, e Sirmium e Pannonia (hiziv Mitrovica en Hungaria), merzherenti sant Ireneos, eskob ha merzher. Da vare heskinadeg an impalaer Maximianus ha dindan ar prefed Probus e tiwaskas ar jahinirezh hag e c’houzañvas e-pad pell en toullbac’h betek bezañ dibennet.
– E 582, sant Eutikez, henaour Kêrgustentin. Eskob, e kadorias eil goursenez kedilizel Kêrgustentin hag e stourmas evit ar feiz reizhwir. Harluet e-pad pemzek bloaz war urzh an impalaer Justinianus e varvas pevar bloaz goude e zistro war ar gador-veur henaourel.
– E 861, sant Prudentius, eskob Kêr-dTricasses (hiziv Troyes). Difenn a reas kelennadurezh ar c’hras, a savas un diverrañ eus ar salmaoueg evit ar valeerion, un dastumadenn pennadoù eus ar Bibl evit an danvez beleion, hag e reizhas ar manatioù.- E 912, en abati Sant-Gall en Helvetia, sant Nokter ar Besteod, feizvonnour. Gwan en e gorf met lemm e spered e voe troet a-grenn davet madoù an neñv. Donezonet kaer a-fet barzhoniezh ha sonerezh e savas e-leizh a bezhioù liderezhel.
– E 1221, e Seveso e-kichen Milano, merzherenti sant Pietro Verona, dominigad. Ganet en un tiegezh a vrientinion gonezet d’ar vanikeegezh e tegemeras sae ar vreudeur brezegenerion eus daouarn sant Dominig. Gant gred e tizarbennas an disivoudoù. War an hent etre Cosma ha Milano e voe taget gant Carino da Balsamo a zeuas diwezhatoc’h da vezañ dominigad. A-raok mervel en devoe amzer da skrivañ deroù ar Gredo gant e wad.
– E 885, e Velehrad e Moravia, ganedigezh en neñvoù sant Metodioz a vez lidet war un dro gant e vreur Kurillos d’ar 14 a viz C’hwevrer.
– E Breizh, er V vet kantved, sant Brec’han, eskob.
– En Iwerzhon, er VI vet kantved, sant Kadu (Iw. Cathdubh), eskob.
– E Breizh, e 1614, distro da Zoue ene ar pac’hiad Valentin a Naoned, kabusin.
D’ar 7 a viz Ebrel
– E 180, e Roma, sant Hegesippus, skrivagner. Hervez Euzeb Kaezarea, e oa genidik eus Palestina ha goude bezañ bet gounezet d’ar feiz, e teuas da Roma, da vare ar pab Anised, hag e chomas betek mare ar pab Eleuter, war-dro 180. Sevel a reas un istor eus an Iliz adalek Gouzañvidigezh ar Salver.
– E 304, e Pompeiopolis e Silisia, merzherenti sant Kaliob (Gl. Calliope). Hag eñ eus un tiegezh senedourion e nac’has kemer perzh en dirolladegoù aozet gant prefed an impalaer evit enoriñ an doueoù. Harzhet e voe, skourjezet ha staget ouzh ar marc’h-koad a-us d’an tan ha dre ma chome feal d’ar C’hrist e voe kroastaget d’ar Gwener Santel.
– E 888, merzherenti sant Gibard (Gl. Gilbert), abad Luxovium (Luxeuil) ha merzher. Lakaet e voe d’ar marv gant barbared war un dro gant e genvreudeur dre ma tiferent nac’hañ o feiz hag o galvidigezh.
– E 1719, e Rouen e Bro-C’hall, distro da Zoue ene sant Yann-Vadezour ar Sal, beleg, diazezour Breudeur ar Skolioù Kristen. Hag eñ beleg eus eskobiezh Reims e c’hêr c’henidik en em ouestlas da zegas deskadurezh d’ar vugale e skolioù digoust hag e tiazezas kumuniezh ar vreudeur evit ober war o zro. Goude dezhañ bezañ gouzañvet didrouz kalz trubarderezhioù ha falstamallerezhioù e varvas d’ar Gwener Santel.
– E Kembre, er V vet kantved, sant Brenac’h, Iwezhonad, penitiour e Penvro.
– E Kembre, er VI vet kantved, sant Gournezh ha Louvelen pe Belen, penitiourion en enez Enlli.
– E Kernev-Veur, er VI vet kantved, sant Gouron pe Goran, beleg penitiour e Bodmeneghy (Bodmin). E beniti a voe annezet war e lerc’h gant sant Neod.
– En Iwerzhon, VI vet kantved, sant Fionnan (Guennan), lesanvet Kamm, abad, diskibl sant Brendane Clúain Fearta.
– En Iwerzhon, e 685, sant Rozin (Iw. Roisín), manac’h e Corcaigh.
D’an 8 a viz Ebrel
– Er I añ kantved, sant Agabus, diouganer meneget e levr Oberoù an Ebestel. Deuet eus Jeruzalem da Antiokeia e tiouganas un naonegezh vras (s.o. Ob 11 27-28) hag e kemennas da sant Paol e vefe gwerzhet gant ar Yuzevion d’ar Baganed (ibid. 21, 10-11) .
– E 265, sant Denez Aleksandria, eskob ha feizvonnour. Leun a skiant e rankas difenn ar feiz e-kreiz an heskinadurioù hag an disivoudoù. Den a helennegezh uhel e eskemmas lizhiri gant ar pab sant Denez a-zivout doueelezh ar C’Hrist. Dibleg en e feiz e-kreiz an disivoudoù ne dermas ket da c’hourbann ha da zifenn ar feiz daoust d’an eneberezh, d’ar poanioù ha d’an heskinadurioù da vare an impalaered Decius, Valerianus ha Gallianus. War un dro gantañ e reer eñvor eus e ziskibled ar sent Faustus, Caïus, Petrus, Paulus, Eusebius, Cheremonus, Lucius ha daou all, o devoe da c’houzañv heskinadurioù liesseurt. Faustus a c’hounezas zoken palmezenn ar verzherion da vare heskinadeg Diocletianus.
– War-dro 1095, e Bro-C’hall, sant Gwalder (Gl. Gautier), abad. Ganet e Andainville e Pikardia, e tiazezas abati Sant-Varzhin e Pontoise.
– E 1300, ar wenvidigez Koñstensia, rouanez Aragon, mamm santez Elizabed Portugal. E Baradoz Dante e vez graet anezhi « Koñstensia vat ».
– E 1816, santez Julia Billard, diazezourez C’Hoarezed an Itron-Varia, ur c’hengregadur kelennerezed e Amiens ha Namur. Genidik eus eskobiezh Beauvais e Bro-C’Hall e voe seizhet adalek he zri bloaz war’n ugent e-korf meur a vloavezh. Ur wezh pareet en em ouestlas d’ober war-dro deskadurezh ar merc’hed yaouank hag e tiazezas ur gumuniezh a yeas buan da Namurs, en izelvroioù hag e Bro-Alamagn.
– En Iwerzhon, e 705, sant Ceannfhealadh, manac’h e Bangor.
– E Breizh, er XVII vet kantved, ar pac’hiad Josef Garreau, manac’h trapat.
D’an 9 a viz Ebrel
– E 306, en Aleksandria, da vare Maximianus Daia, breur Apphianos merzherenti sant Eidez pe Aedesius (Gg. Édèse). Anavezet evit e ouiziegezh, e enebas ouzh ar gouarnour a wallgase ar gwerc’hezed kensakret. Neuze e voe harzet, jahinet ha taolet er mor en abeg d’ar C’hrist Jezuz.
– Er IV re kantved, da vare Diocletianus, e Sirmium e Pannonia, merzherenti sant Demetrius, diagon. Anvet megalomerzher dre ma’z eo ar brudetañ milour merzher er Reter.
– E 688, e Bro-Hannonia (Hainaut), santez Gwaltrud (pe Waudru), abadez, c’hoar santez Adalgond. Dimezet gant sant Visant pe Madelgaer, ha goude bezañ desavet o fevar bugel, Landry, Dentelin, Adeltrud ha Matelbert hag a zo holl war roll ar sent, ez eas da vanac’hez e manati Châteaulieu, a zo penn-kentañ kêr-vMoñs, lec’h ma voe abadez.
– E 730, distro da Zoue ene sant Hugues, eskob Rouen a varvas e manati Jumièges en doa renet war un dro gant hini Fontenelle.
– E Breizh, santez Merzherian, gwerc’hez.
– E Kembre, er Vvet kantved, santez Maerun (Kb. Madrun), maouez santel, merc’h Gwerzhevir an tiern.
– E Bro-Skos, sant Dotto, abad en inizi Erc’h.
D’an 10 a viz Ebrel
– E 1028, e Bro-C’hall, sant Fulberzh, eskob Chartrez, doueoniour gouiezieg, sonour ha meulganour. Diazezañ a reas ur skol vrudet lec’h ma voe stummet kalz a yaouankizoù, en o zouez mab ar roue Hugues Capet a Vro-C’Hall. Reiñ a reas lañs da adsavidigezh an iliz-veur goude tangwall 1020.
– C’hwec’h mil Merzherion Georgia, lakaet d’ar marv e 1615 e gouelec’h David Garesja. O welout lidkerzh ar venec’h tro-dro da iliz an Dasorc’h da zeiz Pask, Abas I añ , Shah Persia, a roas urzh d’o lazhañ holl ha da zistrujañ an daouzek manati a oa eno.
– E Breizh, er Iañ kantved, sant Adeodat, diagon diskibl sant Klaer hag a voe eskob kentañ Naoned.
D’an 11 a viz Ebrel
– Er Iañ kantved, merzherenti sant Antipaz Pergamos, lakaet d’ar marv abalamour da anv Jezuz, liz da sant Yann e levr an Diskuliadur (2,12-13).
– Er I añ kantved, distro da Zoue ene sant Domnion, eskob Salone e Dalmasia (hiziv Kroatia). Hervez an hengoun e oa eus strollad ar Seikont Diskibl hag e voe kaset gant sant Pêr e unan da avielañ Dalmasia. Hervez lod all avat en dije bevet er IV re kantved.
– E 714, e Bro-Saoz, sant Guthlag, penitiour. Ur forban e oa hag a leze koulskoude bepred un drederenn eus o madoù gant ar rae a ziorble. Gonezet da Zoue d’e bevar bloaz war’n ugent ez eas da benitiour war un enezenn eus aber ar Wash lec’h ma varvas hag a zeuas da vezañ abati Crowland.
– E 1079, e Polonia, merzherenti sant Stanislaz, eskob Krakovia. E-kreiz freuzioù e amzer e voe difennour didrec’hus ar sevenadur hag ar vuhezegezh kristen hag e renas e iliz evel ur pastor mat evezhiek ouzh ar beorion ha feal da weladenniñ bep bloaz e c’hloer. Lazhet e voe p’edo o lidañ an oferenn gant ar roue Boleslaz m’en doa rebechet outañ e wallvuhez.
– E 1903, e Lucca e Toskana, santez Gemma Galgani, gwerc’hez. Heverk evit he arvesterezh eus Pasion ar Salver hag evit he habaskted o c’houzañv ar poanioù a ziwaskas e echuas he buhez aelel d’an oad a bemp bloaz war’n ugent.
– E 1961, e Ban Na Thoum el Laos, merzherenti ar gwenvidig Visant Enored, beleg eus Obladed Mari-Dinamm, genidik eus Pont-‘n-Abad ar Vro-Vigoudenn. Ganet d’an 12 a viz Meurzh 1921, e voe gwenvidikaet d’an 11 a viz Kerzu 2016 gant 16 merzher all eus al Laos.
D’an 12 a viz Ebrel
– E 352, e Roma, sant Julius I añ , pab. Difenn a reas reizhkredenn ar feiz tra ma c’hwiste an Ariaded hag e harpas sant Atanaz.
– Er IVre kantved, e kêr-vBraga e Portugal, merzherenti sant Viktor. Hag eñ katekizad c’hoazh, e nac’has azeuliñ an idolennoù difiñv hag ne dermas ket da embann e feiz en Aotrou Krist, mab an Doue bev. Goude bezañ diwasket kalz a boanioù e voe dibennet o tellezout dre-se bezañ badezet en e wad.
E 380, da vare Juluan an Dianzavour, merzherenti sant Zenon Verona, eskob ha feizvonnour.
Hag eñ ganet en Afrika an Hanternoz e teuas e Verona e Bro-Venezia lec’h ma vadezas kalz a baganed ha ma lakaas kalz a ariaded da zitreiñ d’ar feiz gwirion. Mignon ar baourentez ez ae da besketañ evit gounit e voued eñ e-unan.
– E 742, e Pikardia, sant Erkembod, eskob ha feizvonnour. Hag eñ manac’h iwerzhonat e voe anvet abad Sant-Bertin hag eskob Tervana (Gg Thérouanne), ar pevare goude sant Omer. Redek a reas e eskobiezh bras meurbet eus ar penn d’egile gant gred un abostol hag evezhiek dalc’hmat ouzh ar beorion.
– En Iwerzhon, e 793, sant Killin, manac’h.
– En Iwerzhon, sant Evin, eskob.
*