Sul 24 a viz Gwengolo 2023 – Usus Antiquior: Dominica Decima septima post Pentecosten – ar seitekvet Sul goude ar Sul-Gwenn (misal nevez : 25vet Sul per annum)
Dimanche 24 Septembre 2023 – 17e Dimanche après la Pentecôte (25e Dimanche per annum)
*Misal nevez: kanoù gregorian
Mazhev 20, 1-16a
En amzer-se a lavaras Jezuz: Heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù ouzh ur penn-tiegezh a yeas er-maez kerkent ha tarzh an deiz da c’hoprañ labourerien evit e winieg. Graet marc’had gant al labourerion evit un diner dre zevezh en o c’hasas d’e winieg. O vezañ aet er-maez war-dro nav eur diouzh ar beure e welas reoù all a oa eno war ar blasenn, dilabour. Ha dezho e lavaras: «It C’hwi ivez d’am gwinieg, hag ar pezh a vo reizh a roin deoc’h.» Hag ez ejont. Adarre ez eas er-maez war-dro kreisteiz ha teir eur goude kreisteiz, hag an hevelep tra a reas. Aet er-maez c’hoazh war-dro pemp eur d’abardaez e kavas reoù all a oa eno dilabour hag e lavaras dezho: «Perak e chomit aze a-hed an deiz hep ober netra?» Respont a rejont dezhañ: «O vezañ n’eus bet den oc’h ober marc’had ganimp!» – It, emezañ c’hwi ivez d’am gwinieg. Deuet ar serr-noz e lavaras mestr ar winieg d’e verour: Galv an devezhourion ha ro dezho o fae, o vont eus ar re ziwezhañ d’ar re gentañ. Tud an eur diwezhañ o tont eta a resevas pep a ziner. O tont d’o zro, ar re gentañ a soñje e resevfent muioc’h, met roet e voe dezho ivez pep a ziner. Hogen ouzh e gemer e c’hrozmolent enep an tad-tiegezh, en ur lavarout: «Ar re-mañ, ar re ziwezhañ, n’o deus labouret nemet un eurvezh hag o lakez eveldomp-ni hon eus douget samm an deiz hag an tommder?» Eñ avat o respont da unan anezho a lavaras: «Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Hag-eñ n’az poa ket graet marc’had ganin evit un diner? Kemer ar pezh a zo dit ha kae war-raok. Me fell din reiñ d’an hini diwezhañ-mañ kement ha dit-te, daoust ha n’em eus ket gwir d’ober ar pezh a garan eus va feadra? Pe c’hoazh, hag-eñ e rank da lagad bezañ gwarizius o vezañ ma ‘z on mat?» Evel-se ar re ziwezhañ a vezo ar re gentañ.
*Misal kozh: kv « Introïbo«
+ Usus antiquor
Dominica decima quarta post Pentecosten
Digoradur
Salm 118, 137 & 124
Iustus es, Dómine, et rectum iudicium tuum : fac cum servo tuo secúndum misericórdiam tuam.+ 1 / Beáti immaculáti in via : qui ámbulant in lege Dómini.
Na reizh oc’h-c’hwi, Aotrou, ha gwirion ho parnedigezhioù ! Grit d’ho servijer hervez ho trugarez. Gwenn o bed ar re a zo pervezh o hent, ar re a gerzh gant lezenn an Aotrou.
*