Ar Pevare Sul goude Pask (novus ordo: 5vet Sul Fask)

Dominica Quarta post Pascha

Sul 3 a viz Mae 2026 Usus Antiquior: Dominica Quarta post PaschaAr Pevare Sul goude Pask (novus ordo: 5vet Sul Fask)

*+*+*+*+*+*

Dimanche 3 Mai 2026 – 4e Dimanche après Pâques (5e Dim. de Pâques)

*+*+*+*+*+*

kavit aze ar goueler evit ar sizhunvezh 3-9 Mae

Saints & fêtes pour la semaine  du 3 au 9 Mai

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+* 

novus ordo

eus Aviel s:Yann 14, 1-12

D’ar mare m’edo Jezuz o tremen eus ar bed-mañ davet e Dad, e lavare d’e ziskibion: «Arabat d’ho kalon bezañ trubuilhet. Krediñ a rit e Doue, kredit ivez ennon. E ti va Zad ez eus chomajoù e-leizh, mar ne vije ket evel-se em bije lavaret deoc’h; setu m’emaon o vont da aozañ plas deoc’h. Ha pa vin aet, ha p’am bo kempennet plas deoc’h, e tistroin hag o kemerin em c’hichen, evit ma vezot c’hwi ivez el lec’h m’emaon-me. Ha da gaout al lec’h ma ‘z an, ec’h ouzit an hent.» Lavarout a reas Tomaz dezhañ : «Aotrou, ne ouzomp ket da belec’h emaout o vont; ha penaos ec’h oufemp an hent?» Jezuz a lavaras dezhañ: «Me eo an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez; den ebet ne zeu d’an Tad nemet drezon. Mar am anavezfec’h, ec’h anavezfec’h va Zad ivez… Met a-vremañ e anavezout a rit hag e welet hoc’h eus.» «Aotroù, eme Filip, diskouez dimp an Tad hag e vo trawalc’h dimp.» Jezuz a lavaras dezhañ: «Keit amzer a zo abaoe m’emaon ganeoc’h, ha n’am anavezez ket c’hoazh, Filip? An hini am gwel, a wel ivez an Tad. Penaos e lavarez: Diskouez dimp an Tad? Ha ne gredez ket emaon en Tad hag emañ an Tad ennon? Ar c’homzoù a lavaran deoc’h, n’o lavaran ket ac’hanon va-unan. An Tad hag a chom ennon, eo a ra e oberoù. Va c’hredit emaon en Tad hag emañ an Tad ennon. Pa ne ve ken, kredit en abeg d’an oberoù o-unan.» «E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an neb a gred ennon a raio, eñ ivez, an oberoù a ran-me; ha reoù vrasoc’h c’hoazh a raio, dre m’emaon o vont davet va Zad».

 

Img In CantateDomino 5P

pezhioù gregorian novus ordo:

https://gregorien-en-paroisse.fr/

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

Oferenn eus an Usus Antiquor

kv al load Introïbo

Dominica Quarta post Pascha

 

Digoradur

https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2020/12/81cfd0670888a63c924612f1b2a28973.jpg

 

Cantáte Dómino cánticum novum, allelúia: quia mirabília fecit Dóminus, allelúia: ante conspéctum géntium revelávit iustítiam suam, allelúia, allelúia, allelúia / Salvávit sibi déxtera eius: et bráchium sanctum eius.

Kanit d’an Aotroù ur ganenn nevez, allelouia, dre m’en deus graet burzhudoù: dizoloet en deus e reizhder dirak ar broadoù / Gounezet en deus an trec’h gant e zorn dehoù, ha gant e vrec’h santel.

 


 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*

 

kavit aze ar goueler evit ar sizhunvezh 3-9 Mae

Saints & fêtes pour la semaine  du 3 au 9 Mai

 

*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*