Dominica Tertia post Pascha
Sul 26 a viz Ebrel 2026 – Usus Antiquior: Dominica Tertia post Pascha – An Trede Sul goude Pask (novus ordo: Pevare Sul Fask)
*+*+*+*+*+*
Dimanche 19 Avril 2023 – 3e Dimanche après Pâques (4e Dim. de Pâques)
*+*+*+*+*+*
disul – Kled; Ricarius
dilun – Teodor Tabenna; Malgand
dimeurzh – Gianna Beretta Molla; Loudiern; Loeiz-Vari Grignon a Voñforzh
dimerc’her – Tichig; Katell a Sienna; Endellion
diriaou – Eutrop; Onenn; Mari an Enkorfidigezh
digwener – Sigismond; Brieg; Berrien
disadorn – Atanaz; Markoul; Boris Bulgaria
kavit aze ar goueler evit ar sizhunvezh 26 Ebrel-2Mae
Saints & fêtes pour la semaine du 26 Avril au 2 Mae
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
novus ordo
eus Aviel s:Yann
En deiz-se a lavaras Jezuz: «E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini na zeu ket dre an nor e kraou an deñved, met a bign dre ul lec’h all, hennezh a zo ul laer hag ur forbann. Met an hini a zeu e-barzh dre an nor eo pastor an deñved. Dezhañ e tigor ar porzhier hag an deñved a glev e vouezh; e zeñved-eñ, o gervel a ra dre o anv, hag o c’has a ra er-maez. Ha p’en devez lakaet er-maez e holl re, e kerzh en o raok hag an deñved a ya war e lerc’h dre ma ‘z anavont e vouezh. An diavaezour avat, n’eont ket war e lerc’h; hogen tec’hout a reont dioutañ, dre n’anavezont ket mouezh an diavaezourion.» Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, int avat ne gomprenjont ket petra oa e gomzoù. Jezuz a lavaras eta adarre: «E gwirionez, e gwirionez, me ‘lavar deoc’h: An holl gement a zo deuet a-raok din, a zo laeron ha forbanned anezho; met an deñved n’o deus ket o selaouet. Me eo an nor. An neb a yelo e-barzh drezon a vo salvet. Mont a raio e-barzh hag ez aio er-maez hag e kavo peurvan. Al laer avat ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ; me a zo deuet evit m’o devezo ar vuhez ha m’o devezo en-fonnus.»

https://gregorien-en-paroisse.fr/
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
Oferenn eus an Usus Antiquor
kv al load Introïbo
Dominica Tertia post Pascha
Digoradur

Salm 65, 1-2
Iubiláte Deo, omnis terra, allelúia : psalmum dícite nómini eius, allelúia: date glóriam laudi eius, allelúia, allelúia, allelúia. gw. 3 / Dícite Deo, quam terribília sunt ópera tua, Dómine! in multitúdine virtútis tuæ mentiéntur tibi inimíci tui.
Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi * Lavarit da Zoue: « Pegen estlammus hoc’h oberoù, Aotroù! En abeg da vrasted ho kalloud e pleg hoc’h enebourion ouzh ho loavañ. »
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*
kavit aze ar goueler evit ar sizhunvezh 26 Ebrel-2Mae
Saints & fêtes pour la semaine du 26 Avril au 2 Mae
*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*+*




