Sul 7 a viz Genver 2024 – Usus Antiquior: Sanctae Familiæ Iesu, Mariæ, Ioseph – An Tiegezh Santel (Sul ar Rouaned per annum)
Dimanche 7 Janvier 2024 – La Sainte Famille (Epiphanie per annum)
*****************
Aviel per annum
Mazhev
2, 1-12
Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent: «E pelec’h emañ roue ar Yuzevion a zo nevez-c’hanet?
Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ». O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh. Bodañ a reas an holl veleion vras ha Skribed ar bobl, hag e c’houlennas diganto e pelec’h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet. Ar re-mañ a respontas dezhañ: «E Betlehem Youda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: Ha te, Betlehem, douar Youda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda, rak ac’hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel». Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c’houlennas diganto pe-da-vare resis e oa en em ziskouezet dezho ar steredenn. Hag o c’has a reas da Vetlehem, en ur lavarout: «It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet, kemennit din en-dro, evit ma ‘z in me ivez da stouiñ dirazañ». Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent. Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec’h m’edo ar bugel. O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras. Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ; hag o vezañ digoret o c’hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir. Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c’housk,
chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.
daved al load « Introïbo «
+ Usus Antiquior
Sanctae Familiæ Iesu, Mariæ, Ioseph
eur audio
Digoradur
Levr ar C’hrennlavarioù 23, 24 & 25
Exsúltat gáudio pater Iusti, gáudeat Pater tuus et Mater tua, et exsúltet quæ génuit te +Salm 83, 2-3 Quam dilécta tabernácula tua, Dómine virtútum! concupíscit et déficit ánima mea in átria Dómini.
Tad un den reizh zo levenez ennañ, ha mamm un den poellek he devez levenez. Ra ‘n em laouenaio da dad diwar da benn,
ha ra drivlio an hini he deus da c’hanet. S/ Pegen karet eo hoc’h annezioù, Aotrou ar galloudoù ! Betek semplañ e hiraezh va ene da borzhioù an Aotrou !
*
*
*
« Un diforc’h bras a zo eta etre kelc’hiad Pask hag hini Nedeleg. Kelc’hiad Pask a zo istorek. Hini Nedeleg a zo kevrinek. Kevrinek dre ma fell dezhañ arvestiñ ouzh kevrinoù hor Salver a-us d’an istor, dre ma komz dimp eus hor ginivelezh d’ar c’hras, eus hon advabelezh d’an Tad, eus kevrinoù kuzhetañ an ene.
Daoust ha n’hellomp ket lakaat dindan ul lavarenn verr kement a zo e kelc’hiad Nedeleg? Eo.
Ar pennvenoz a seblant din ren warnañ eo an hevelep hini hag a gavomp ken anat en Aviel: soñj eus donedigezh Rouantelezh Doue. Sed ar «c’helloù mat» a glevomp digant Izaia, digant Yann, digant Hor Salver e-unan pe an Ebestel, keloù mat unvaniezh Doue gant ar grouadelezh, kevrin ar C’hras. Dont a ra Doue ganimp, Emmanuel. Eñ, ar C’hrist eo ar Roue, mammenn ar C’hras evidomp, advibion ma’z omp ennañ d’an Tad. Endro dezhañ, ar Rouantelezh, dindan skeudennoù disheñvel: an Iliz, ar Werc’hez Vari, an ene kristen. Un embanner a zo d’ar Roue, Yann-Vadezour. Hag un embanner a zo ivez d’ar Werc’hez Vari ha d’an Iliz, Izaia. Eñ ivez a embann an Emmanuel. Rak ur c’hevrin a embannadur a zo, ur c’hevrin a ziskouezidigezh. Donedigezh Doue en Iliz, er Werc’hez, en ene kristen a zo kemennet d’ar bed. Ar C’hrist e-unan, en em ziskouez, ha goulenn a ra ivez bezañ diskouezet, n’eo ket hepken gant Yann, gant Izaia, met gant pep abostol, gant pep ene. An Iliz a ziskouez ar C’hrist evel ma ra ar Werc’hez Vari, evel ma tle ober pep kristen. Dont a ra enno, hag ivez drezo.»
+Loeiz ar Floc’h – Kelc’hiad Nedeleg (1945)
*
*