An Eil Sul goude an Epifaniezh pe an eil Sul « per annum »

 

Sul 14 a viz Genver 2024Usus Antiquior: Dominica Secunda post Epiphaniam

An Eil Sul goude an Epifaniezh (an eil Sul per annum)

Dimanche 14 Janvier 2024 – 2e Dimanche après l’Epiphanie (2e Dim. per annum)

 

*****************

Aviel per annum

Yann 1, 35 -42
En amzer-se edo Yann eno gant daou eus e ziskibion, hag o sellout ouzh Jezuz o tremen, e lavaras: «Setu Oan Doue.» Hag an daou ziskibl o vezañ e glevet o komz evel-se, a yeas da-heul Jezuz. Met Jezuz o treiñ war-zu enno hag ouzh o gwelout o tont war e lerc’h, a lavaras dezho: «Petra a glaskit?» Respont a rejont dezhañ: «Rabbi (pezh a dalvez Mestr), pelec’h emaout o chom?» Lavarout a reas dezho: «Deuit ha gwelit.» Mont a rejont hag e weljont e pelec’h edo o chom, ha gantañ e chomjont an deiz-se : war-dro an dekvet eur e oa. Hogen Andrev, breur da Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o devoa klevet komzoù Yann hag a oa aet da-heul Jezuz. Kentañ den a gavas hemañ a voe e vreur Simon
hag e lavaras dezhañ: «Kavet hon eus ar Mesiaz», ar pezh a dalvez da lavarout: Krist. Hag e zegas a reas da Jezuz. O vezañ sellet outañ Jezuz a lavaras: «Te eo Simon, mab Yann; te a vo Kefas da anv», ar pezh a dalv da lavarout: Maen (Pêr).

 

 

 

daved al load «  Introïbo « 

 

+ Usus Antiquior

Dominica Secunda post Epiphaniam

 

 

 

 

eur audio

 

 

Digoradur

Salm 65, 4

Omnis terra adóret te, Deus, et psallat tibi: psalmum dicat nómini tuo, Altíssime.

+ gwerzadoù 1-2 Iubiláte Deo, omnis terra, psalmum dícite nómini eius: date glóriam laudi eius.

Dirazoc’h e stou an douar a-bezh, kanañ a ra evidoc’h, kanañ a ra hoc’h anv, C’hwi an Uhel-Meurbet

S/ Youc’hit da Zoue, douar a-bezh, kanit klod e anv, dougit klod dezhañ gant ho meuleudi.

 

*

*

*

« Un diforc’h bras a zo eta etre kelc’hiad Pask hag hini Nedeleg. Kelc’hiad Pask a zo istorek. Hini Nedeleg a zo kevrinek. Kevrinek dre ma fell dezhañ arvestiñ ouzh kevrinoù hor Salver a-us d’an istor, dre ma komz dimp eus hor ginivelezh d’ar c’hras, eus hon advabelezh d’an Tad, eus kevrinoù kuzhetañ an ene.

Daoust ha n’hellomp ket lakaat dindan ul lavarenn verr kement a zo e kelc’hiad Nedeleg? Eo.

Ar pennvenoz a seblant din ren warnañ eo an hevelep hini hag a gavomp ken anat en Aviel: soñj eus donedigezh Rouantelezh Doue. Sed ar «c’helloù mat» a glevomp digant Izaia, digant Yann, digant Hor Salver e-unan pe an Ebestel, keloù mat unvaniezh Doue gant ar grouadelezh, kevrin ar C’hras. Dont a ra Doue ganimp, Emmanuel. Eñ, ar C’hrist eo ar Roue, mammenn ar C’hras evidomp, advibion ma’z omp ennañ d’an Tad. Endro dezhañ, ar Rouantelezh, dindan skeudennoù disheñvel: an Iliz, ar Werc’hez Vari, an ene kristen. Un embanner a zo d’ar Roue, Yann-Vadezour. Hag un embanner a zo ivez d’ar Werc’hez Vari ha d’an Iliz, Izaia. Eñ ivez a embann an Emmanuel. Rak ur c’hevrin a embannadur a zo, ur c’hevrin a ziskouezidigezh. Donedigezh Doue en Iliz, er Werc’hez, en ene kristen a zo kemennet d’ar bed. Ar C’hrist e-unan, en em ziskouez, ha goulenn a ra ivez bezañ diskouezet, n’eo ket hepken gant Yann, gant Izaia, met gant pep abostol, gant pep ene. An Iliz a ziskouez ar C’hrist evel ma ra ar Werc’hez Vari, evel ma tle ober pep kristen. Dont a ra enno, hag ivez drezo.»

+Loeiz ar Floc’h – Kelc’hiad Nedeleg (1945)

 

*

 

 

 

*