Hollsent

Merc’her 1añ a viz Du 2023 IN FESTO OMNIUM SANCTORUM – Gouel meur an Holl Sent

Mercredi 1er Novembre 2023 Solennité de la Toussaint

 

 

 

*Misal nevez: kanoù gregorian

s. Yann

7, 2-4. 9-14

Me, Yann, a welas un Ael all o sevel eus ar Sav-heol, gantañ siell an Doue bev; hag e youc’has gant ur vouezh kreñv d’ar pevar Ael a zo bet roet dezho ober droug ouzh an douar hag ouzh ar mor, 3 en ur lavarout: «Na rit droug ebet ouzh an douar, nag ouzh ar mor, nag ouzh ar gwez, ken hor bo merket gant ar siell war o zal servijerien hon Doue.» Hag e klevis niver ar re verket: kant pevar mil ha daou-ugent a dud eus holl veuriadoù mibion Israel. Da c’houde, setu ma welis un engroez bras a dud na c’helle den o niveriñ, tud eus pep broad, pep meuriad, pep pobl, ha pep yezh, a oa en o sav dirak an tron, a-dal d’an Oan, gwisket gant saeoù gwenn ha barroù-palmez en o dorn. Hag e youc’hent gant ur vouezh kreñv: «Ar silvidigezh d’hon Doue, an Hini azezet war an tron, ha d’an Oan!» Hag an holl Aeled a oa en o sav en-dro d’an tron, d’ar Gozhidi ha d’ar pevar Loen, a gouezhas d’an daoulin dirak an tron hag a stouas war o dremm da azeuliñ Doue, o lavarout : «Amen ! ar veuleudi, ar c’hloar, ar furnez, ar grasoù, an enor, ar galloud hag an nerzh d’hon Doue evit kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen!» Hag unan eus ar Gozhidi a gomzas ouzhin en ur lavarout: «Ar re-se gant o saeoù gwenn, piv int, hag eus pelec’h e teuont?» Respont a ris: «Va Aotroù! Te ‘oar ». Hag e lavaras din :«Ar re-se eo ar re o tont eus an enkrez bras: Gwalc’het o deus o saeoù hag o gwennaet e gwad an Oan».

 

 

*Misal kozh: kv « Introïbo« 

+ Usus antiquor

 

IN FESTO OMNIUM SANCTORUM

*

Digoradur

Gaudeámus omnes in Dómino, diem festum celebrántes sub honóre Sanctórum ómnium, de quorum solemnitáte gaudent Angeli et colláudant Fílium Dei. +Salm 32,1 Exsultáte, iusti, in Dómino: rectos decet collaudátio.

Bezomp laouen gant Doue o lidañ gouel an holl Sent, an Aeled a zo ivez leun a levenez hag a zo holl o kanañ meuleudi da Vab Doue. / Youc’hit a levenez d’an Aotrou, c’hwi an dud reizh! D’an dud eeun e tere e veuleudi.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

*

 

 

*https://tiegezh-santez-anna.bzh/wp-content/uploads/2022/10/arSent.jpg

*